Er Wikipedia-ma ema al liammo yezh e dero ar bajenn en tu all da ditl ar pennad. Mont d'an dero.
Contents
move to sidebar
hide
Dero
1Etimologiezh
2Istor
Diskwel/kuzhat isrann Istor
2.1Ragistor
2.2Henamzer
2.3Enbroadeg ar Vretoned da Arvorig
2.4Breizh ar Grennamzer
2.4.1Rouantelezh Breizh
2.4.2Aloubadego ar vikinged
2.4.3Dugelezh Breizh
2.5Unanidigezh gant Fras hag ar prantad modern
2.6Abaoe an Dispac'h gall
3Douaroniezh
Diskwel/kuzhat isrann Douaroniezh
3.1Geologiezh
3.2Hin
3.3Plant hag anevaled
4Treuzdougen
Diskwel/kuzhat isrann Treuzdougen
4.1Hento
4.2Aer
4.3Hento-houarn
4.4Mor ha dour
4.5Marc'hhouarnerezh
5Melestradurezh ha politikerezh
Diskwel/kuzhat isrann Melestradurezh ha politikerezh
5.1Ranno hengounel
5.2Ranno a-vrema
5.3Adunanidigezh
5.4Krio-penn
5.5Gweledva politikel
6Poblas
Diskwel/kuzhat isrann Poblas
6.1Krio Breizh
6.2Broadelezh
6.3Yezho
6.3.1Brezhoneg
6.3.2Gallaoueg
6.3.3Galleg
6.4Relijion
7Sevenadur
Diskwel/kuzhat isrann Sevenadur
7.1Tisavouriezh
7.2Arzo kaer
7.3Dilhad
7.4Sonerezh ha daso Breizh
7.5Mojenno ha lennegezh
7.6Lec'hanvadurezh
7.7Mirdio
7.8Gouelio
7.9Sporto
7.10Keginerezh
8Arouezio
9Deskadurezh
10Ekonomiezh
11Notenno
12Levrlennadur
Diskwel/kuzhat isrann Levrlennadur
12.1Istor Breizh
12.2Sujedo a-vrema
13Pennado kar
14Liammo diavaez
Gwinta an daolenn
Breizh
69 yezh
Afrikaans
Aragons
nglisc

Asturianu
Azrbaycanca

 ()

Catal
Cymraeg

English
Esperanto
Espaol
Euskara

Froyskt
Franais
Arpetan
Frysk
Gaeilge
Gidhlig
Galego

Gaelg
/Hak-k-ng


Interlingua
Italiano



Kurd
Kernowek

Latina
Lingua Franca Nova
Ladin
Latvieu
Minangkabau

Bahasa Melayu

Nedersaksies
Nederlands
Norsk bokml
Occitan
Picard

Sardu
Scots
Srpskohrvatski / 
Slovenina
 / srpski

Tagalog
Trke
Reo tahiti


Ozbekcha/
Walon



Bn-lm-g

Kemma al liammo
Pajenn
Kaozeadenn
brezhoneg
Lenn
Kemma
Kemma ar vammenn
Gwelet an istor
Muioc'h
Lenn
Kemma
Kemma ar vammenn
Gwelet an istor
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Breizhat)
Ar pennad-se zo diwar-benn ar vro istorel e gwalarn Europa. Evit ar rannvro melestradurel gall, sellet Rannvro Breizh.
Breizh
Ger-stur
Kentoc'h mervel eget beza saotret
Kan broadel
Bro gozh ma zado
Kr-benn Naoned (istorel)
Roazhon (melestradurel)
Yezho Brezhoneg
Gallaoueg
Galleg
Melestradur
Prezidant Log Chesnais-Girard
Departamanto Aodo-an-Arvor (22)
Il-ha-Gwilen (35)
Liger-Atlantel (44, istorel)
Mor-Bihan (56)
Penn-ar-Bed (29)
Arondisamanto 15
Kantonio 201
Kumunio 1 268
Douaroniezh
Gorread 34 023 km (istorel)
27 208 km(melestradurel)
Poblas (2016) 4 687 381 (istorel)
3 306 529 (melestradurel)
Stankted 138 ann./km (istorel)
122 ann./km (melestradurel)
Breizh hag ar broio amezek dezhi
Bro-C'hall e 1732
 Breizh, provis brudet da vout estren 
 Breizh 
Jean Brunet, 1908
Mirdi an Arzo-kaer, Kemper
Breizh ([bjs] (selaou ) pe [bx]), e gallaoueg : Bertayn [bta]) zo ur vro geltiek, ul ledenez hag un takad sevenadurel e korng Europa, savet war lodenn gorng ar pezh a oa Arvorig gwezhall. Ur vroad eo ivez abaoe an IXvet kantved, pa oa unanet gant Nevenoe, he roue kenta. Bretoned a vez graet eus he fobl.
Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar XVIvet kantved a-raok beza enframmet e rouantelezh Bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep an arme c'hall en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Emren eo chomet Breizh betek dibenn an XVIIIvet kantved a-raok beza dispennet ha divodet gant an Dispac'h gall a grouas an departamanto.
Abaoe krouidigezh ar rannvroio e Fras en eil hanterenn an XXvet kantved ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit an daou drederenn eus he foblas.
Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e korng Europa, etre Bro-C'hall hag an inizi breizhveuriat. War un tiriad strategel ema, etre Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel, adal da gevandir Amerika. Un hin veurvorel he deus, neuze e vez dous ha gleb he goavio ha fresk he havio daoust da veza tommoc'h gant tommadur an hin en XXIvet kantved.
Etimologiezh[kemma | kemma ar vammenn]
Evel ar stummo gallaouek Bertayn, ar stumm gallek Bretagne peotramant ar stumm saoznek Brittany e teu ar ger Breizh diwar al latin Britannia, "douar ar Vretoned", a oa anv ur brovis eus an Impalaeriezh roman. Ar ger-se a oa bet implijet abaoe ar Ia kantved kt JK da gaozeal diwar-benn Enez Vreizh. Tapet e oa bet ar ger diwar ar gresianeg  (Prettanike) pe  (Brettaniai) implijet gant an ergerzher Piteas eus Massalia, hag amprestet o-unan diwar an anv en em roe annezidi an enezenn, a oa bet adsavet e *Pritan en o yezh, diwar ur proto-keltieg *kritanoi , mammenn ar c'hembraeg Prydain , anv Enez Vreizh er yezh-se. Amsklaer eo talvoudegezh ar ger, a oa bet tostaet eus "preder" da skouer, peotramant eus ar wrizienn indezeuropek *ker- ("troc'ha", "ober"). Tostaet e oa bet ivez diouzh anv iwerzhonek ar Bikted Cruithne .
Da vare ar Romaned e implijed ar ger Arvorig evit kaozeal diwar-benn tiriado ledanoc'h eget Breizh a-vrema, daoust ma oa al ledenez al lodenn gorng anezho. Dont a ra eus ar galianeg aremorica a sinifi "tal ar mor", "tost ouzh ar mor".[1] Un anv all a oa bet implijet betek an XIIvet kantved, Letauia, a dalvezfe "ledan", "plaen", a zo chomet bev e kembraeg : Llydaw.[2]
Adalek ar VIvet kantved e komased d'ober gant Britannia da gaozeal diwar-benn al lodenn eus Arvorig poblet gant ar Vretoned abaoe an IVe kantved, ha stankoc'h adalek ar Vvet kantved.[3] Gregor Teurgn a oa an istorour kenta oc'h ober gant Britannia er str-se.
Breizh a zeufe eus ur stumm hipokristek *Brittia a vije bet roet da Enez Vreizh a-bezh.[4] Atestet eo evit ar wezh kenta e lesanv an dug Alan III Rebrit en doa bevet en XIvet kantved. Daou zoare zo da distaga ar ger-se e brezhonegva a-vrema : [brjs] e gwalarn ar vro (Kerne-Leon-Treger dre vras), a skrived Breiz betek an XXvet kantved, ha [br] e gevred ar vro (Bro-Gwened dre vras), a skrived Breih er skritur gwenedek. Ar reizhskrivadur Breizh a oa deuet gant ar skritur peurunvan adoptet e 1941 hag a zo implijet gant ar muia-niver brema. Breiz a gendalc'her skriva er skritur skolveurieg avat.
Istor[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Istor Breizh
Bet eo bet Breizh unan eus ar riezo kosha en Europa da vare diskar an Impalaeriezh roman, met kavet ez eus bet roudo niverus eus obererezhio mab-den e takado tost d'an aodo ha war an inizi peurvuia.
Ragistor[kemma | kemma ar vammenn]
Roudo un tantad ken kozh ha 500 000 a vloavezhio zo bet kavet e Ploeneg, ar re gosha kavet en Europa. En enez Eusa ez eus bet meur a vonedonea gant annezidi a bep seurt abaoe hoalad an Neolitik. Etre 4 000 ha 1 200 kent J.K. e savas tud ne anavezer kalz a drao diwar o fenn meur a savadur mein : peulvano, mein sonn, taolio-maen hag alezio toet. Sevenadur ar meurvein en em astennas war Europa a-bezh, met e Breizh e tizhas un diorren bras, seul vui m'eo roc'hellek-kena an douar.
Henamzer[kemma | kemma ar vammenn]
Poblet e voe al ledenez gant poblaso a gaoze ur yezh geltiek, ar galianeg ha perzh eus Galia e teuas ar vro da veza eta. War dro -330 e tremenas ar merdeer Piteas war an aodo. Kyrtoma a ra eus al ledenez, hag envel a ra an douaro a welas en tu all da Vor Breizh Prettanike pe Brettaniai zo deuet da veza Preden en hor yezh. Antreal a rae hor bro en istor.
Dont a ra ar ger Arvorig, eus ur ger galianeg latinekaet en Aremorica pe Armorica. Roet e oa anv-se en Henamzer klasel d'ul lodenn eus Galia, etre kornad Pornizh e su geno al Liger ha Dieppe. Pemp poblad pe meuriad Galianed a oa e lodenn an Arvorig zo deuet da veza Breizh, an Osismied, ar Weneted, ar Goriosolited, ar Riedoned hag an Namneted). Gant ar Romaned e voe aloubet an tiriad a vo graet Breizh anezha war-lerc'h, evel ma aloubas peurrest Arvorig da vare Brezelio Kaezar e Galia.
En amzer an Impalaeriezh roman e oa Arvorig, Aremorica, ul lodenn eus provis roman Gallia Lugdunensis. Emsavadeg ar Bagaudae en IIIe kantved a zegasas trubuilho hag a lakaas ar boblas da zigreski. Distrujet e oa kalz kriadenno. War an Tractus Armoricanus e oa savet krevlec'hio nevez, da skouer e Brest, Avranches hag ar Yeoded. Da gustum e sojer e krogas ar gristeniezh d'en em leda en Arvorig e diwezh ar IVe kantved, met ral eo an titouro.
Enbroadeg ar Vretoned da Arvorig[kemma | kemma ar vammenn]
Er bloavezhio 380 e oa moarvat un niver bras a soudarded vrezhon eus an arme roman da zifenn aodo Arvorig a-enep al laeron-vor a zeue eus Norzh Europa hag a rae o reuz e Mor Breizh. Goude se ez voent implijet da stourm ouzh emsavadego ar Bagaudae. Hervez an Historia Brittonum, skrivet en IXvet kantved, an impalaer Magnus Maximus, a dennas an armeo roman eus Preden, o c'hasas eno ivez.
Pa voe dilezet Provis Britannia gant al lejiono roman e 411 e fizjont difenn an enezenn er Vrezhoned. Buan avat, argadego ar Bikted o tont eus Caledonia ha dreist-holl re ar Scoti (Iwerzhoniz) (deuet eus Hibernia) a zeu da veza niverusoc'h-niverusa. War ar memes tro eo aloubet reter an enezenn gant poblo german, an Angled hag ar Saozon peurgetket, a argas ar Vrezhoned trema ar c'horng. War a seblant e vefe argadego ha trevadenno an Iwerzhoniz o dije bet ar roll brasa da atiza un niver bras a Vrezhoned da vont kuit war an douar-bras e lec'h ma anavezent kerent a oa soudarded eno. Divroa a reas ar Vretoned da Walarn Galia dre vras, da Arvorig dreist-holl.
Kemer a reas an tiriad anv Britannia dindan pluenn an istorour frank Gregor Teurgn er VIvet kantved. Er Grennamzer uhela e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerc'h etre teir rouantelezh - Domnonea, Kerne ha Bro-Ereg.
Breizh ar Grennamzer[kemma | kemma ar vammenn]
Rouantelezh Breizh[kemma | kemma ar vammenn]
Etre 843 ha 851 e voe trec'het meur a wezh lu ar Franked gant Nevenoe, a oa bet o telc'her Breizh en anv an Impalaer, hag e vab Erispoe. Dizalc'h e teuas Breizh da veza hag Erispoe a zeuas a-benn da lakaat roue ar Franked Karl Voal da anavezet e galite a roue. Brasaet e voe ar rouantelezh dindan ren Salun.
Aloubadego ar vikinged[kemma | kemma ar vammenn]
Preizhet e voe Breizh gant ar vikinged meur a wezh kerkent ha 843. Goude drouklazha Salan avat, o profita eus ar brezel ma rae e hred er vro, e teuas ar vikinged da gas prantado-preizha spontusoc'h-spontusa. Goude ren ar roue Alan Ia e voe distrujet ar rouantelezh ganto.
Dugelezh Breizh[kemma | kemma ar vammenn]
Distrei a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezha Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex ha penno bras Rouantelezh ar Franked, da Vreizh ha trec'h e oa war ar Vikinged e 937. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken krev all, ken ma ne oa nemet un dugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da c'houde etre Bro-Saoz ha Bro-C'hall a-raok dont da veza ur vro dizalc'h en-dro da vare remziad an tiegezh Moforzh (XIVvet-XVvet kantved). Ur vro distag e chomas betek ar XVIvet kantved, daoust d'ar brezel hrezh (1341-1364), daoust d'ar C'hallaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust d'ar Saozon a glaske ren ar vro.
Unanidigezh gant Fras hag ar prantad modern[kemma | kemma ar vammenn]
Da-heul e voe trec'h rouantelezh Bro-C'hall, ur rouantelezh c'halloudus anezhi, war an dugelezh da vare emganno 1488 ha 1491. E 1532, o doa goulennet Stado Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Mirout a reas Breizh dreistwirio zo (al lezenni hag ar sevel tailho dibar), koulskoude, betek an Dispac'h gall.
Ar XVvet kantved, ar XVIvet kantved hag ar XVIIvet kantved a vez sellet outo evel prantado eus an toniusa e Breizh. D'ar mare-se e veze treuzdouget marc'hadourezhio a-leizh dre vor etre Spagn, Bro-Saoz hag Holland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hento-se. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour d'an dizemglevio a veze etre Fras ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat.
Abaoe an Dispac'h gall[kemma | kemma ar vammenn]
E-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, evit gwir, e voe torret dreistwirio ar c'humunio, ar c'horfuniado, an noblas, ar c'hloer... ha dreistwirio Breizh. Disrannet e voe Breizh e pemp departamant.
Paouroc'h paoura e oa ar vro abaoe an XVIIIvet kantved met en XIXvet kantved e voe an trao en o gwasha. Skoet e voe an dud gant ar Brezel Bed Kenta hag an Eil Brezel Bed ha chechet dremm he doa graet ar vro d'ar mare-se, paneveken gant dilez o yezho gant ar Vretoned. Rannet e voe Breizh e div rannvro d'ar mare-se ivez, al lodenn vrasa oc'h ober Rannvro Breizh hag ul lodenn bet ebarzhet e Broio al Liger.
Douaroniezh[kemma | kemma ar vammenn]
Sellet ivez : roll inizi penna Breizh ha roll strio penna Breizh
Un daouarc'heg e Menez Are.
Ledenez vrasa Fras eo Breizh, gant ur gorread a 34 030 km etre Mor Breizh ha Meurvor Atlantel, a c'heller didroc'ha etre an Hirwazh kostez Enez Eusa ha Pleg-mor Gwaskogn e su ar vro. Didroc'het-kena eo aodo Breizh, leun a torraodo, a rozio, a aberio hag a gabo. Ar Mor Bihan, e su ar vro, zo ur porzh naturel bras-tre ha leun a inizi. 800 enezenn a zo nepell eus aodo Breizh : ar Gerveur eo an hini vrasa, er su. 2 860 km a aodo a zo e Breizh en holl, un drederenn eus aodo hollek Fras eo.
N'eo ket plaen Breizh penn da benn abalamour da dTorosad Arvorig, ur chadenn menezio kozh-Noe ledet etre Normandi, Maine, Ajev ha Breizh. Abalamour d'an dra-se ne'z eus ket a harzo merket splann er gweledva etre Breizh ha Fras, war-bouez ar str Kouenon a verk an tremen etre Breizh ha Normandi. Tra m'ema Torosad Arvorig en e uhela e Maine (417 m) hag e tigresk a feur ma tosta diouzh ar mor ez a war uhelaat kreiz al ledenez gant ar Menez Du ha Menez Are. Menez uhela Breizh eo ar Roc'h Ruz e Menez Are gant 385 m, heuliet a-dost gant menezio all nepell.[5]
Alies e reer an Arvor eus al lec'hio tost ouzh an aodo (implijet eo stank e galleg, "l'Armor") tra ma reer an Argoad eus an tiriado diabarzh (e galleg "l'Argoat"). An douaro pinvidika zo ar re a oa goloet gant koadeier a-raok amzer an Neolitik. Brema e kaver koadeier bihanoc'h, evel Koad Pempont, a sojer eo restacho koad mojennel Breselien. Stank e kaved gwez war ar c'hleuzio abaoe an XVIIIvet kantved, met da get hogozik penn da benn e oa ar gweledva-se abalamour ma oa re vihan ar parkeier evit leuskel mekaniko da dremen. Poaniet e oa bet gant un nebeud tud, evel Saig Jestin, da adsevel ar c'hleuzio. An douaro paouroc'h zo goloet gant lanneier. Yeuno a gaver e Breizh ivez, er Briver da skouer, a zo bet lakaet en ur park naturel rannvroel, tra m'eo bet lakaet Menez Are hag aod an Hirwazh e parko all.
Geologiezh[kemma | kemma ar vammenn]
Sellet ivez : Argompezenn
Dont a reas ledenez Vreizh war-wel da vare an orogenezenn kadomian, a stummas aod an norzh etre Gwengamp ha Felger. War-wel e teuas aod ar su da vare an orogenezenn hersinian. D'ar memes mare e leuskas menezio-tan oberiant-kena kementado bras a c'hreunvaen. Etre an daou brantad-se, kadomian ha hersinian, e gaved an tiriad dindan zour meur a wezh, ar pezh a leuskas mein fosil ha goueledennet, evel ar maen glas hag ar c'hrag. Dre ma ne gaver ket raz eo trenk-tre an douar e Breizh.
Uhelaet ha plaenaet e voe torosag Arvorig meur a wezh tra ma oa stummet ar Pireneo hag an Alpo. Rimiet e voe ar reier abalamour d'ar chechamanto hin ha stummadur reier goueledennet ouzhpenn. Atebeg eo ar metamorfism eus stummadur ar maen glas, ouzhpenn da zouar pinvidik Enez Groe.
E-pad skornadego ar Pevarveder e voe goloet Breizh gant loess ha leuniet e voe an traoienno, disoc'h obererezh stank plakenno Afrika hag Eurazia, gant goueledenno ar strio. Stummet e voe gweledva Breizh a-vrema da vat e-kerzh ar milion a vloavezhio diwezha.[6]
Hin[kemma | kemma ar vammenn]
Ema Breizh en takad goudomm, gant un hin chech-dichech, levezonet gant ar mor, tost-tre ouzh hini Kernev-Veur. Alies e ra glav met ken alies e weler an heol. E-pad an hav ez an temperadurio betek 30C, met klet e chom an hin. 15C a ziforc'h a vez etre an hav hag ar goav, met chech a ra diouzh pegen pell emeur diouzh ar mor. Chom a ra etre an amzer war an aodo, muioc'h eget e diabarzh ar vro, met kement a c'hlav a ra war an daou dakad-se. Muioc'h a c'hlaveier a gouezh war Menez Are avat. Muioc'h a heol a vez e sur ar vro, etre An Oriant ha Pornizh avat, betek 2000 eurvezh bep bloaz.[6]
Plant hag anevaled[kemma | kemma ar vammenn]
Marc'h Breizh
Tost a-walc'h ema buhez gouez Breizh ouzh hini Fras, gant un nebeud diforc'hio avat. Pinvidik eo ar vuhez a-hed an aodo hir, er morio kenkoulz hag en aer - laboused zo ne vezont ket gwelet e Fras. Ar spesado a gaver e diabarzh ar vro n'int ket gwall zishevel diouzh ar pezh a gaver e Fras avat, ouzhpenn d'an dra-se, dre m'eo Breizh ul ledenez, e weler nebeutoc'h a spesado e Breizh-Izel eget e Breizh-Uhel.
Leun a laboused-mor dishevel a c'heller gwelet a-hed an aodo, annez ar morvrini bras, gouelini gris, godezed beg plat, morskouled boutin, ereved beg hir pe poc'haned boutin. Ar brasa eus ar spesado-se a ouenn war inizi distro ma n'eo ket kerreg, start e vez gwelet anezho neuze. E diabarzh ar vro e kaver spesado a weler stank en Europa, evel fazaned, gwennili-siminal, kefeleged, glaouered du pe klujared gris.
Evel e Kembre, Kernev-Veur pe Iwerzhon e kaver e dourio Breizh leun a anevaled-mor evel rinkined pirc'hirin, reuniged gris, baoted lrek, daofined, morhoc'hed, morgaouled, kranked pe ligistri. draeneged a gaver stank a-hed an aod, tra ma vev touilhed-traezh war ar plateiz kevandirel. Er strio e kaver dluzhed, eoged asambles gant dourgon hag avanked.
E-touez an anevaled digein e c'heller menegi melc'hwedenn-grogennek Kemper. Ar bronneged brasa a oa bet chaseet betek an amzer vodern, aet e oa ar vleizi da get en XXvet kantved da skouer. Hiziv e c'heller menegi ar c'hirvi, moc'h-gouez, lern, gedon ha meur a spesad askell-groc'hen.
Brudet eo Breizh evit marc'h Breizh, ur ouenn kezeg eus ar vro, hag evit ar Spagnol Breizh, ur c'hi-chaseal. Gouenno chatal a zo bet desavet er vro, lod eus outo a oa war-nes mont da get en XXvet kantved evel ar saout brizhdu, saout Froment eus a Vro-Leon, saout Arvorig ha saout an Naoned.
Treuzdougen[kemma | kemma ar vammenn]
Hento[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Steuv hento Breizh
Ur bannel gozh war an N164
Fall e oa ar rouedad hento e Breizh betek ar bloavezhio 1970. Gwellaet e oa bet un tamm en XVIIIvet kantved gant labourio duk Aiguillon evit aesaat tremen ar soudarded, met chom a rae a-bouez ruz an treuzdougen war vor hag an tren goude an XIXvet kantved. Diwar labour ar CELIB er bloavezhio 1960 e oa bet divizet gant gouarnamant de Gaulle ur steuv kroui ha renevezi hento a 10 milion lur e-pad 25 bloaz. Ouzhpenn 1000 km a hento-tizh a oa bet savet, o liesaat an trafik dre bevar. Kontrol d'ar pezh a oa bet graet e lec'h all e Fras n'eus ket da baea ur peaj war hento Breizh ha ne c'heller ket blenia en tu all da 110 km/h (e-lec'h 130 km/h).
An hent penna a liamm ar c'hrio bras hag an tolpado all a-hed aod an norzh eo an Hent Vroadel 12 a liamm Roazhon, Sant-Brieg, Montroulez ha Brest. Diwar Roazhon e liamm Breizh ouzh Normandi ha mont a ra betek Pariz. E su Breizh e tremen Hent Vroadel 165 a-hed an aod en hevelep doare o liamma an Naoned, Gwened, An Oriant ha Kemper a-raok trei war-zu an norzh betek Brest. An Hent Vroadel 164 a chome diechu e labourio e 2022, neuze e chom lodenno gant un hent e-lec'h daou, met treuzi a ra Kreiz Breizh etre Roazhon, Loudia, Karaez betek Kastellin ha Kraozon. Un hent-bras all zo etre Roazhon ha Gwened, an Hent Vroadel 166 tra ma'z eus unan all, an Hent Vroadel 137 d'ober al liamm etre Sant-Malo, Roazhon hag an Naoned hag alese mont betek Bourdel.
Aer[kemma | kemma ar vammenn]
Aerborzh brasa Breizh eo Aerborzh Naoned Atlantel, a gas kirri-nij d'ar Rouantelezh-Unanet, Italia, Alamagn, Iwerzhon ha Maroko. Aerborzh etrebroadel Brest-Breizh eo an eil brasa, dirak Aerborzh Roazhon - Sant-Jakez hag Aerborzh an Oriant-Breizh Su. Aerborzhio bihanoc'h a zo, met diaezamanto bras o devez.
Hento-houarn[kemma | kemma ar vammenn]
Viaduc Montroulez gant an hent-houarn
Div linenn TTB zo e Breizh, unan a liamm Pariz ouzh an Naoned hag unan all o liamma Pariz ouzh Roazhon ha dre-se ouzh Kemper ha Brest. Astennet e voe al linenn tizh-uhel e 2017, en tu-ma eus ar Mas, da gas buanoc'h an trenio warno. Tabut a oa bet abalamour d'an arc'hant postet el labourio-ma evit efedo fall war ar vro, e-kever priz an tiez e Bro-Roazhon ha plas an trenio rannvro.[7][8]
Ar servij rannvroel zo aozet gant trenio THR a ra liammo etre krio Breizh hag a servij da drenio ar pemdez.
Mor ha dour[kemma | kemma ar vammenn]
Servijo treizha zo da gas tud, otoio ha danvezio a-dreuz Mor Breizh da Iwerzhon, Kernev-Veur, Inizi angl-ha-norman ha Bro-Saoz. An embregerezh benna eo Britanny Ferries, savet gant Alexis Gourvennec evit ar Joniged da genta, a ra liammo etre Rosko ha Plymouth, Sant-Malo ha Portsmouth, ha Rosko ha Korkig
En XIXvet kantved e voe digoret ur ganol vras etre an Naoned ha Brest. Digoret e oa bet evit ar c'hoverz met brema e c'heller bageal warni evit ar blijadur.
Marc'hhouarnerezh[kemma | kemma ar vammenn]
Unan eus sporto-penna Breizh eo ar marc'hhouarnerezh ha meur a zen az a war beloio evit ar blijadur, ar pezh en deus lakaet ar strollegezhio publik da bosta arc'hant en hento-marc'h-houarn ha peadra d'ober gant ar beloio. Er vro a-bezh eo bet brasaet ar rouedad hento, war bord an hento meret gant ar c'humunio peotramant war hento savet a-ratozh, lod anezho savet diwar hento-houarn kozh. Hento ispisial a zo, evel ar Vlodysse ("Belodisea") eus Rosko betek an Naoned hag hento-meur a zo merket gant sino e "V" (evel V1, V2...).[9] An halajo a-hed kanol Naoned-Brest a zo bet kempennet evit ar beloio, da lavaret eo 385 km, met kammdroio a zo : kuitaat an hent a vez erbedet a-wezhio da verraat ar veaj ha degas un tamm chechamant.[10]
Melestradurezh ha politikerezh[kemma | kemma ar vammenn]
Ranno hengounel[kemma | kemma ar vammenn]
Div bastell-vro vras zo e Breizh : Breizh-Uhel (Gorre-Breizh), a glot gant tachenn ar gallaoueg a-raok ar bloavezhio 1950 ha Breizh-Izel (Goueled-Breizh), a glot gant ar brezhonegva a-raok ar bloavezhio 1950. Rannet e voe Breizh e nav bro, a glot gant an eskoptio katolik, met o deus servijet ivez da rannadurio brezel, melestradurezh ha sevenadurel.[6] Chom a ra bev ar broio-se e Breizh-Izel dreist-holl, ha muioc'h c'hoazh e penn ar vrezhonegerien.
An eskopti hengounel a oa :
E Breizh-Izel :
Bro-Leon, tro-dro da Gastell-Paol, e norzh an Elorn ha Menez Are, e korng Montroulez.
Bro-Dreger, tro-dro da Landreger, etre Montroulez hag al Lev, hag ar menezio er su.
Bro-Gerne, tro-dro da Gemper, e su an Elorn ha Menez Are, betek Kemperle er su.
Bro-Gwened, tro-dro da Wened, rannet etre Breizh-Izel ha Breizh-Uhel ema e gwirionez.
E Breizh-Uhel :
Bro-Naoned, tro-dro d'an Naoned, a glot tamm pe damm ouzh departamant al Liger-Atlantel.
Bro-Roazhon, tro-dro da Roazhon, a ra ul lodenn eus Il-ha-Gwilun.
Bro-Zol, tro-dro da Zol, e biz Il-ha-Gwilun.
Bro-Sant-Malo, tro-dro da Sant-Malo, rannet etre tri departamant a-vrema.
Bro-Sant-Brieg, tro-dro da Sant-Brieg.
Niver bandenno ar Gwenn-ha-du a oa bet choazet diouzh niver ar broio-se, ar re wenn evit Breizh-Izel, ar re zu evit Breizh-Uhel.
E Breizh-Izel dreist-holl, eo rannet c'hoazh pep hini eus ar broio-se en isbroio sevenadurel a rae diforc'hio etrezo gant ar mod d'en em wiska, an das peotramant ar mod da gaozeal brezhoneg. Lod a chom bev c'hoazh, evel ar Vro-Vigoudenn pe Bro-Bagan. Gallout a reer menegi ouzhpenn Bro-Fach, Bro-Fisel, Bro-Chelgenn pe Bro-Dardoup.[6]
Ranno a-vrema[kemma | kemma ar vammenn]
Gwelet ivez : Rannvro Breizh, departamant gall.
E glas teval, pevar departamant rannvro Breizh hag e glas sklaer, departamant Liger-Atlantel a zo e rannvro Broio al Liger.
Da get ez eas Breizh evel emsavadur politikel e 1789, pa voe rannet e pemp departmant. Rannet eo an departamanto e tri pe bevar arrondissement, rannet o-unan e kanto savet gant meur a gumun. Dilennet eo ar c'huzulio-kr ha departamant gant ar geodedourien. E pep departamant ez eus ur prefed ha meur a is-prefed, choazet gant Prezidant ar Republik C'hall.
Dre ma oa deuet re vihan an departamanto e oa bet sojet kroui rannvroio brasoc'h e-kerzh an XXvet kantved. Daoust ma oa difennet Breizh gant pemp departamant gant broadelourien Breizh, gant asant ar boblas dre vras, e oa bet kavet gwelloc'h gant gouarnamanto Fras distaga departamant al Liger-Atlantel diouzh Breizh evit e lakaat e rannvro Broio al Liger. Arguzennet e oa bet e vije kevezerezh etre Roazhon ha Naoned, hag e oa re bell an Naoned diouzh kreiz ar rannvro. Meur a raktres a oa bet abaoe ar bloavezhio 1920, met n'eo nemet e 1956 e oa bet treset rannvroio Breizh ha Broio al Liger evel m'emaint brema. E 1972 e voe roet galloudo d'ar rannvroio-se, asambles gant ur c'huzul rannvro. Brasaet e oa bet galloudo ar rannvroio un tammig e 2014.
Evit ar poent eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel neuze :
Rannvro Breizh, ma kaver peder femvedenn eus ar vro istorel ; Roazhon eo kr-benn velestradurel ar rannvro ;
Broio-al-Liger, m'ema an departamant breizhek Liger-Atlantel hag an departamanto gall Sarthe, Maine-et-Loire, Vade ha Mayenne). Naoned eo kr-benn velestradurel ar rannvro - kr-benn Breizh eo bet keit ha ma oa dizalc'h Breizh diouzh Bro-C'hall.
Unvan eo Breizh evit a sell ouzh ar justis, pa dalvez lez-c'halv Roazhon evit Breizh en he fezh.
Adunanidigezh[kemma | kemma ar vammenn]
Gwelet ivez : Breizh Unvan.
Pa voe bet krouet rannvroio Breizh ha Broio al Liger e oa savet meur a vouezh, e-touez ar bolitikerien, luskad broadel Breizh kenkoulz hag ar boblas, a-enep an diviz ha da c'houlenn ma vezo adunanet Breizh he femp departamant.
Enebourien an adunanidigezh, politikerien eus Broio al Liger alies, a gred ne c'heller ket mont gant an hent-se : kollet e vije gant ar rannvro he c'hrbenn politikel hag ekonomikel, ne vije ket unvan a-walc'h Broio al Liger ha rankout a rafed ebarzha an departamanto a chom e rannvroio all evel Centre-Val de Loire pe Nouvelle Aquitaine. Arguzenni a reont, evel lod eus enebourien ar soj-se e Breizh, e vije graet poan da Roazhon ha digempouezet Breizh etre Breizh-Uhel ha Breizh-Izel. Ar brasa zo ar bolitikerien-se a c'houlenn ma vo unanet Breizh ha Broio al Liger d'ober ur rannvro Korng Bras avat.
Harpet eo soj an adunanidigezh gant kevredigezhio evel Breizh Unvan pe A la bretonne, ha gant emsavadurio publik evel Kuzul rannvro Breizh (abaoe 2008), ha meur a wezh gant kuzul departamant Liger-Atlantel. Sontadego a ziskouez eo soutenet an adunanidigezh gant ar brasa niver e rannvro Breizh kenkoulz hag e Liger-Atlantel, tra m'eo nac'het soj ar C'horng Bras.
Krio-penn[kemma | kemma ar vammenn]
Porzh Kastell Duked Breizh
Meur a gr a oa bet seiz ar galloud a-hed istor Breizh. Ne ouezer ket kalz a drao diwar-benn annez ar rouaned kenta met gouzout a reomp e five kalz lez an duked hag o melestradurezh, pep duk o rei pouez d'ur c'hastell peotramant d'ur gr bennak diouzh e satimanto. Bevet o doa etre an Naoned, Roazhon, Redon, Ploermael, Gwened pe Gwenrann dreist-holl, da lavaret eo e Breizh-Uhel muioc'h eget e Breizh-Izel. Pa oa dizalc'h ar vro en em vode Stado Breizh etre Dinan, Ploermael, Redon, Roazhon, Gwitreg, Gwenrann met dreist-holl e Gwened (19 gwezh) hag en Naoned (17 gwezh).
E-touez ar c'hrio-se e c'heller lavaret e oa un tric'horn krio-penn etre Gwened, Roazhon hag an Naoned. Kurunennet e veze an duked e Roazhon tra ma oa Gwened seiz Kambr ar c'honto hag ar Parlamant betek fin an dizalc'hidigezh. Kaset e voe ar Parlamant da Roazhon ha kambr ar c'honto d'an Naoned ur wezh staget Breizh ouzh Fras. Naoned, lesanvet Kr an Duked a oa annez penna ried diwezha Breizh. Ema Kastell Duged Breizh e kreiz-kr an Naoned c'hoazh. Hiziv ez eus tud evit lavaret eo an Naoned krbenn Breizh met Roazhon, dre m'eo krbenn rannvro Breizh, a zo gwelet evel krbenn ar vro. Seiz ur rannvro-Iliz aozet war tiriado rannvro Breizh ha Broio al Liger eo ivez.[6]
Gweledva politikel[kemma | kemma ar vammenn]
Betek hanterenn ziwezha an XXvet kantved e oa krev levezono katolik ha mirour e Breizh a-bezh, tra ma oa tostoc'h rannvroio zo evel bro greantel Sant-Nazer hag an Oriant pe ar veskell etre Pont-'n-Abad ha Landreger hag a dreuz Breizh - lesanvet ar veskell stourm - ouzh al luskado sokialour ha komunour. Muioc'h a-bouez o doa kemeret strollado an tu-kleiz, dreist-holl ar Strollad sokialour da genta hag ar re C'hlas nevez-zo, er vro. Adalek 2004 e oa ar muia-niver ganto e Kuzul rannvro Breizh. Chom a ra krev ar virourien er Mor-Bihan avat. Izeloc'h e vez ar strollado tu-deho pella e Breizh eget e Bro-C'hall.
Strollado rannvroelour, emrenour, broadelour ha dizalc'hour a zo er vro abaoe dero an XXvet kantved, met dister e chomont a-fet dilennidi, goude ma oa aet pelloc'h o levezon. Chom a ra brudet fall Strollad Broadel Breizh dre ma aet war hent ar faskouriezh gant un nebeud eus e benno ha kenlabouret gant nazied hag alies e tager an emsav abalamour d'o obero, goude ma oa bet graet choazo kontrol gant broadelourien all. Hiziv eo an Unvaniezh Demokratel Breizh ar strollad brudeta. Ur strollad eus an tu-kleiz eo, a oa bet tost ouzh ar Sokialourien a-raok tostaat ouzh an Ekolojisted, a stourm evit emrenerezh ar vro. Dilennidi o deus er C'huzul rannvro hag e krio zo. Menegi Strollad Breizh a c'heller ober, en em brezat evel ur strollad nag a-gleiz nag a-zeho, met gwelet e vez evel ur strollad kreiz-deho alies dre ma'z eus eus an UDB a-gleiz.
Poblas[kemma | kemma ar vammenn]
Eil kr Breizh e-kever a boblas eo Roazhon, e Breizh-Uhel.
Hervez an niveridigezh ofisiel diwezha e oa 4 784 126 a dud o chom e Breizh e 2022 (3 354 854 e Rannvro Breizh hag 1 429 272 Liger-Atlantel, sifro dastumet e 2019 da veza ofisiel e 2022)[11][12], ar pezh a Breizh etre Zeland-Nevez (4 898 000 e 2018) ha Palestina (4 550 368 e 2014). Biskoazh ne oa bet kement a dud o chom e Breizh en hec'h istor. N'eo ket dasparzhet ingal ar c'hresk-se avat. Tra ma oa kresket ar boblas dre vras eus 1 % bep bloaz, met muioc'h e oa bet e Mor Bihan hag en Il-ha-Gwilun. Bro-Roazhon ha Bro-Naoned a zesach an dud, kenkoulz hag an takado tro-dro d'an aod, dreist-holl er c'hreisteiz e-lec'h ma vez heol. Ar maezio dre vras, met dreist-holl ar menezio. E Breizh-Izel e oa bet kollet tud ivez.[13]
E 1851 e oa tro-dro 2.7 milion a dud a chom e Breizh hag izel e chomas ar c'hresk betek kreiz an XXvet kantved, dreist-holl abalamour ma oa kalzig a Vretoned o vont kuit eus ar vro, da labourat e rannvroio pinvidikoc'h peotramant e broio estren.[14] Kresket e voa ar boblas betek 3.2 milion e 1962 avat, ur c'hresk kaset gant an Naoned dreis-holl. Adalek ar bloavezhio 1960 e kreskas buanoc'h ar boblas dre ma oa tavet an divroa. Breizh a zesach familho, tud nevez aet war o leve ha tud koshoc'h eget 35 vloaz. Deuet eo da veza start-kena evit ar gelennerien-skolio distrei er vro da skouer.[15]
Krio Breizh[kemma | kemma ar vammenn]
Brasa krio Breizh eo Naoned, Roazhon ha Brest, gant ouzhpenn 100 000 annezad. Un nebeud krio bras a zo, en tu all da 25 000 annezad, evel Kemper, An Oriant, Sant-Nazer pe Sant-Brieg. Ar c'hrio all zo bihanoc'h eget 25 000 annezad, evel Montroulez pe An Alre.
Krio Breizh hervez o foblas (2016), diazezet war ar gumun
Naoned: 306 694 a dud
Roazhon: 222 104
Brest: 142 629
Sant-Nazer: 72 295
Kemper: 66 743
An Oriant: 58 789
Gwened: 55 573
Sant-Malo: 47 528
Sant-Ervlan : 47 502
Sant-Brieg: 47 058
Reudied: 40 368
Felger: 21 028
Lannuon: 20 811
Konk-Kerne: 19 898
Henbont: 15 992
Montroulez: 15 446
Dinan: 14 861
An Alre: 14 100
Dinarzh: 10 711
Redon: 9 820
Broadelezh[kemma | kemma ar vammenn]
Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammo melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da veva evel un unanenn vroadel. Ar merko anata eus kement-se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, daso, c'hoariva, gizio emwiska hag all), he yezho (ar brezhoneg hag ar gallaoueg), hec'h armerzh (gant luskado evel Produet e Breizh), labour an Emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammo etrebroadel niverus a vez maget gant poblo all, ha youl ar Vretoned da veva en ur vro unanet en-dro.
E 2014 e tisklrie 86% eus an dud beza stag-tre ouzh Breizh. 45% en em sante ken breton ha gall. 81% a soj dezho eo ur rannvro, 13% a lavar eo ur vro ha 4% a lavar eo ur vroad. Digor e chom ar Vretoned e-kever an dud : 63% a lavar n'eo ket ret beza bet ganet e Breizh peotramant kaout familh eus Breizh evit beza breizhat. 66% eus an dud a zisklrie n'anavezent ket mat istor o bro ha 14% a lavar o doa bet kentelio diwar-benn istor Breizh (er skol kenta derez evit an hanter-anezho).[16] E 2019 e responte 61% eus an dud war pemp departamant Breizh e oant a-du gant krouidigezh ur strollegezh war pemp departamant, gant ur Vodadeg he galloudo astennet.[17] 64% a responte e oant a-du ma vije kemeret gant Breizh kefridio diouzh ar Stad.[18] Hervez ur sontadeg kaset e 2012 hag embannet e-barzh ar gelaouenn Bretons e 2013 e oa 18% eus an dud a oa a-du gant dizalc'hidigezh Breizh.[19] Ar sontadeg a ziskoueze e chome lealoc'h ar Vretoned kosha ouzh Fras : 58% eus an dud en tu all 60 vloaz en em sante gall da genta, tra m'en em sante 53% eus an dud dindan 35 bloaz breizhat da genta. An dud eus an tu-kleiz en em sante muioc'h breizhat ivez.[20]
Yezho[kemma | kemma ar vammenn]
E glas teval e weler tachenn hengounel ar brezhonegva.
E glas sklaer e weler tachenn hengounel ar gallaoueg.
Ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo yezho hengounel Breizh. N'eo ket yezh-vamm ar brasa eus an dud brema abalamour m'int bet erlec'hiet gant ar galleg, met klask a reer ober anezho yezho-darempredi adarre. Rannet eo o zachenn gant ur vevenn yezh a oa kilet, gant an tu krev evit ar gallaoueg, abaoe ar Grennamzer. Ar vevenn hengounel a dremen etre Plouha en norzh betek Gourenez Rewiz er su, met ema an trao o chech hervez enklasko yezhoniel diwezha. Ofisiel eo ar galleg, evel e pep lec'h e Fras, tra m'eo bet anavezet ar brezhoneg hag ar gallaoueg evel yezho Breizh gant Kuzul rannvro Breizh.
Brezhoneg[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Brezhoneg
Panello-hent divyezhek e Kemper
Ur yezh geltiek eo ar brezhoneg, diskennet eus ar predeneg, ha kar ouzh ar c'herneveureg hag ar c'hembraeg. Degaset e oa bet da Arvorig ar c'horng adalek ar IV ha Vvet kantved gant divroidi eus Enez Vreizh. Yezh ar gevredigezh a-bezh e Breizh-Izel e oa a-hed ar Grennamzer met tamm ha tamm, adalek fin ar Grennamzer Uhela e oa bet dilezet ar yezh gant an uhelidi, an Iliz hag ar vourc'hizien da c'houde. Yezh ar bobl war ar maez e oa chomet avat betek kreiz an XXvet kantved.
Politikerezh ar gouarnamant gall en XIXvet hag XXvet kantved a lakaas ar skol da veza ret ha difenn a reas implij ar brezhoneg er skolio, gant ar pal lakaat an dud da zeski galleg buan ha chech yezh. Dre an diouer a zazont ekonomikel e brezhoneg hag ar vezh santet gant an dud goude an Eil Brezel Bed e oa komaset da zesevel bugale e galleg adalek ar bloavezhio 1930 ha 1940. Evelato e oa chomet gouest ar brasa eus an dud e Breizh-Izel da gaozeal brezhoneg betek ar bloavezhio 1960. Adalek ar bloavezhio 1950 e oa aotreet kelenn brezhoneg evel un danvez diret adalek ar skolaj. Skolio brezhonek dre soubidigezh a oa bet digoret er bloavezhio 1970 ha tamm-ha-tamm e oa bet klasket lakaat ar yezh war-wel gant ar strollegezhio publik, tra ma oa tavet an treuzkas dre ar familho.
Tra ma oa kaozeet gant ouzhpenn 1 milion a dud er bloavezhio 1950 eo digresket an niver-se da 225 000 e dero ar XXIa kantved, 79% anezho koshoc'h eget 60 vloaz.[21][22] Gant an UNESCO eo bet renket ar brezhoneg evel "en arvar bras" en e Atlas yezho ar Bed en arvar. War-gresk ez a niver ar vugale oc'h heulia un hentenn divyezhek avat (+33% etre 2006 ha 2012) da dizhet 19 936 e 2020[21] tra ma weler un treuzkas dre ar familho o tistrei.[23]
Feur an dud a gaoz brezhoneg diouzh rannvroio Breizh hervez sontadeg Ofis publik a brezhoneg e 2018
Er brezhonegva e klever meur a rannyezh dishevel, hep bevenno resis-tre dre ma stummont ur c'hontinuum. Chom a reont tost an eil ouzh egile, gant diforc'hio fonetik, gerio hag un nebeud diforc'hio yezhadur (verb kaout). Kustum e vezer da ziforc'hi peder rannyezh, diwar an eskoptio kozh hag o yezh lennegel. Enebi a reer alies ar brezhoneg KLT :
yezh Leon, tro-dro Kastell-Paol,
yezh Treger, tro-dro Landreger,
yezh Kerne, tro-dro Kemper ha Karaez ;
ouzh yezh Gwened a zo pelloc'h diouzh an teir rannyezh genta.
12.5% eus an dud a zo gouest da gaozeal brezhoneg e Breizh-Izel hag 1% e Breizh-Uhel. Chom a ra krev ar brezhoneg e Kerne, Leon ha muioc'h e Kreiz Breizh hag e Treger tra m'eo kazimant aet da get e Bro-Gwened.[22]
Gallaoueg[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Gallaoueg
Ur banell divyezhek en antren ur gr e Breizh. E gallaoueg ema ar banell en trao.
Ur yezh romanek eo ar gallaoueg, kar d'ar galleg, ha kaozeet e Breizh-Uhel. Diskennet eo eus al latin (ha kontet e vez e-barzh yezho oil) met levezono keltiek en deus dalc'het, en e c'heriaoueg dreist-holl ha nebeutoc'h a levezono diwar ar frankeg eget e galleg.
Kontrol d'ar brezhoneg, n'eo ket bet lakaet ar gallaoueg war-wel abaoe pell ha chom a ra gwelet evel ur rannyezh war ar maez ma n'eo ket un trefoedach. Abalamour m'eo tost ouzh ar galleg e oa bet aesoc'h d'ar yezh-se gounid tachenn e Breizh-Uhel. E-pad pell e sojed e oa ar gallaoueg un doare direizh da gaozeal galleg kentoc'h eget ur yezh drezi hec'h-unan. Evelato e tiskouez enklask diwezha rannvro Breizh war he yezho e chom yaouank a-walc'h ar c'hallaouegerien hag e chom treuzkaset e familho zo.[22] Ur goulenn a chom diwar-benn kalite ar gallaoueg treuzkaset, gerio, distagadur peotramant ar sistem penn-da-benn ? Poaniet e oa bet da standardaat ar reizhskrivadur ha da embann levrio met chom a ra gwan ar strivo-se.[24] Lod a soj dezho eo lakaet diaes ur politikerezh adsevel ar gallaoueg gant politikerezh ar brezhoneg, dre ma tap tachenn e Breizh-Uhel ivez, er-maez eus ar c'hrio bras ma kaver forzhig a vrezhonegerien abaoe pell zoken. Alies mat e kinniger ar brezhoneg evel yezh vroadel Breizh ha diaes eo d'ar gallaoueg kavet e blas er skeudenn-se.[24]
Rouez eo ar gallaoueg skrivet a-raok an XXvet kantved, war-bouez e lec'hanvadurezh, bet meur a sistem-skritur a oa bet krouet abaoe. Chom a reont dianav eus ar brasa eus ar c'hallaouegerien a-vihanik avat, betek lakaat ar panello da veza digomprenus evito. E Liger-Atlantel, e-lec'h ma ne'z eus ket a bolitikerezh-yezh evit ar gallaoueg, e chome dianav ar ger gallo er bloavezhio 2000 zoken, ha ne oar ket an dud ez eus skriturio ha levrio en o yezh.[24]
E 2018 e oa istimet e oa 191 000 gallaoueger e Breizh.[22] Kelennet eo e skolio zo evel un danvez diret, en Il-ha-Gwilun dreist-holl.
Galleg[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Galleg
Ur yezh romanek eo ar galleg, ha yezh ofisiel nemeti eo e Breizh dre lezenno ar Republik gall. Daoust ma oa implijet gant na uhelidi kerkent hag ar Grennamzer e chome ar galleg kazimant dianav gant ar brasa eus ar boblas, dreist-holl e Breizh-Izel betek an XIXvet kantved. Abalamour d'ar politikerezh yezh kaset gant ar Stad er skolio hag e gevredigezh, abalamour d'ar vezh o doa santet ar Vretoned e-kever o yezho-mamm, hag abalamour d'an diouer a zigarez da gaout micherio-uhel en o yezho e oa tremenet ar Vretoned d'ar galleg e-kerzh an XXvet kantved. Hiziv an deiz eo ar galleg yezh-vamm ar brasa eus an dud e Breizh.
Relijion[kemma | kemma ar vammenn]
Kalvar Tronoan, unan eus perzhio gweledva relijiel Breizh
Iliz Intron-Varia Sant-Tegoneg, savet er XVIvet kantved
Betek kreiz an XXvet kantved e oa kazimant an holl Vretoned katolik hag e-pad pell e oa ar vro ur c'hrevlec'h eus ar feiz gatolik e Fras, diskouezet gant an dro-lavar Feiz ha Breizh ha zo breur ha c'hoar. Hiziv eo difennet goulenn relijion an dud en niveradego, met sontadego a ziskouez e teu ar brasa eus an dud da veza direlijion. Ur sontadeg eus 1996, pa oa deuet ar pab Yann-Baol II da Vreizh, a ziskoueze e oa 84% eus an dud en em sante kristen (67% evit Fras) ha 38% a grede start. E sontadego nevesoc'h (2005 da 2009 e oa bet diskouezet e oa digresket ar feur an dud gatolik betek 67%.[25] Ur sontadeg eus 2006 a ziskoueze e chome krev ar relijion gristen er Mor-Bihan, gant 70% eus an dud a oa kristen, tra ma konted an nebeutoc'h a gatoliked e Liger-Atlantel hag Aodo an Arvor (war-dro 50%). E Penn-ar-Bed hag en Il-ha-Gwilun e konted war-dro 65% a gatoliked.[26] Uhel e chom an niver a vugale az a d'ur skol gatolik bennak, alies dindan kevrat gant ar Stad.
Kristenaet e oa bet ar vro da vare Impalaeriezh Roma., evel ma tiskouez ur walenn eus ar IVe kantved bet kavet e Karaez,[27] met puilh e voe obererezh misionerien eus Enez Vreizh er c'hantvedo da c'houde. Alies e teue ar visionerien-se eus Kembre ha dalc'het e oa bet anv seizh anv evel diazezourien eskoptio Breizh (a-raok ma voe aloubet Roazhon hag an Naoned).
Taolenn sent diazezer Breizh
Anv
Eskopti
Lec'h ganedigezh
Buhez
Paol Aorelian Kastell-Paol Penychen, Kembre VIvet kantved
Tudwal Landreger Domnonea, Enez Vreizh VIvet kantved
Brieg Sant-Brieg Ceredigion, Kembre 409-502
Malo Sant-Malo Gwent, Kembre 520-621
Samzun Dol Gwent, Kembre 485-565
Padern Gwened Arvorig marvet e 550
Kaourintin Kemper Arvorig marvet e 460
E-touez personelezhio kristen liammet ouzh Breizh dre o obererezhio misioner e c'heller menegi Gweltaz, eus Strat Clut, brudet evit e levr De Excidio Britanni, hag an iwerzhonidi Koulman ha Ronan. Ar brasa eus ar visonierien-se a oa bet lakaet da sant dre mouezh ar bobl. Ouzhpenn 600 sant a vije e Breizh, met nebeut-tre zo anavezet gant an Iliz katolik brema. Patronez Breizh eo Santez Anna, mamm-gozh ar C'hrist asambles gant Erwan Helouri, ur beleg tregeriat eus an XIIIvet kantved. Lidet e vez hema-ziwezha d'an 19 a viz Mae, ar pezh a zo bet lakaet da zeiz broadel Breizh.
Kustumo hag hengounio dibar a zo chomet bev e Breizh. En o zouez e c'heller gwelet bep bloaz pardonio, ul lid stag ouzh sent ar parrezio e Breizh-Izel gant ur brosesion tro-dro d'ar bourk peotramant d'ar griadenn, betek an iliz pe ur chapel pe n'eus forzh pe lec'h sakret. Lod eus ar pardonio-se zo brudet evit beza hir-hir, met na holl a zo un digarez da aoza ur pred bras ha festo. E-touez ar pardonio brudeta e c'heller menegi Troveni Lokorn. Ur pirc'hirinaj kozh anvet an Tro Breizh a veze graet er Grennamzer, a-raok beza adsavet nevez zo, e-lec'h ma raed tro ar vro en ur weladenni ar seizh sant diazezer. Gwezhall e raed ar pirc'hirinaj en un taol (600 km), met brema e reer ul lodenn bep bloaz.
Krev-tre a oa kredenno ar bobl, hag unan eus tudenno penna ar c'hredenno-se a oa an Anko, a daolenner alies evel un eskeled e dog ledan peotramant un den gwir, marv diwezha ar barrez er bloaz, a veaj dre ar vro pe ar barrez war ur c'harrig asambles gant ur mevel pe zaou, gwisket evelta, a sikour anezha da zastum ene ar re varv. Delc'her a ra an Anko ur falc'h gant pehini e ra e eosto. Klevet karrig an Anko a dalveze e chome nebeut a amzer da veva.[28]
Daoust ma'z a ar relijion gatolik war ziskar ne gresk ket relijiono all. Ar protestantiezh, an islam, ar yuzevegezh peotramant ar boudaegezh ne vodont nemet 3% eus an dud holl asambles.[25]
Sevenadur[kemma | kemma ar vammenn]
Pinvidik ha liesseurt eo sevenadur Breizh war meur a dachenn, eus ar mod da sevel an tiez betek an das en ur dremen dre ar geginerezh. Alies e kaver trao e pep tachenn ne gaver e neblec'h ha klask a ra ar Vretoned delc'her bev an trao-se.
Tisavouriezh[kemma | kemma ar vammenn]
Dor Sant-Mikael e Gwenrann
Pa sojer e-barzh Breizh e sojer alies e-barzh ar megalito. Eus a brezhoneg e teu ar gerio implijet e galleg pe e saozneg evit kaozeal diwar-benn peulvano (menhir diwar "maen" hag "hir") ha diwar-benn an taolio-maen (dolmen, diwar "taol" ha "maen" hag ur c'hemmadur fazius). Brudet eo rannvro Karnag evit he linenno peulvano hir-kena. Lec'hio meur all zo evit ar megalito, karn Barnenez, megalito Lokmariakaer, peulvan Dolenn, taol-vaen ar Mane Bras pe karn Gavriniz. Ral eo monumanto mare ar Romaned e Breizh, met kavet ez eus ponto ha villao e-leizh, ul lec'h produi garum kostez Douarnenez, ur gr roman e Karaez, un templ bras e Kersaout ha mogerio-krev en Naoned hag e Roazhon.
Niverusoc'h eo ar savadurio eus ar Grennamzer. Ilizio roman ha gotek a zo e-leizh, savet da gustum gant krag pe maen-greun, asambles gant kestell ha tiez o banno koad a weler forzhig e bourko ha krio. Chom a ra mogerio-krev tro-dro d'un nebeud krio, evel Gwenrann, Konk-Kerne, Sant-Malo, Gwened, Felger ha Dinan. Ilizio dibaot a zo ivez, evel Iliz-veur Kastell-Paol, Iliz-veur Landreger, Iliz-veur Dol, Iliz-veur Naoned pe Chapel Itron-Varia ar C'hreiz-kr. Ar brasa eus kestell Breizh a oa bet savet pe adsavet etre an XIIIvet hag ar XVIvet kantved, evel Kastell Susinio, Kastell Dinan, Kastell Komborn, Tourio Elven, Kastell Tonkedeg, Kastell Josilin. Ar c'hestell kreva ha galloudusa a oa bet savet e reter ar vro, a-hed an harz ouzh Bro-C'hall, d'en em zifenn a-enep ar rouantelezh, evel Kastell Felger, Kastell Gwitreg, Kastell Kastell-Briand pe Kastell Klison.
Talbenn iliz Sant-Derc'hen Kommanna XVIvet kantved, gant ar c'halvar hag ar porzh-iliz a-drev.
Tizhet e voe Breizh gant luskad an azgivinelezh pa oa war-nes koll he dizalc'hidigezh. Unan eus al lec'hio-penna eo Kastell Duged Breizh e Naoned, a oa annez diwezha duked Breizh, a ziskouez ur chechamant eus ar stil gotek da hini an azgivinelezh. Tremenet e-bio eo luskad an azgivinelezh gall e Breizh, war-bouez un nebeud lec'hio e Breizh-Uhel. Kastell Kastell-Briand a oa bet treuzfurmet eus ur krevlec'h d'ur palez diwar stil Italia. Ne'z eas ket stilo ar Grennamzer da get e Breizh-Izel, met kemmet e voe war al lec'h da c'henel ur stil dibar, a santer drest-holl er porzhio-iliz a gaver ar stanka e Leon, ur porzh kloz tro-dro d'un iliz kinklet-kena, a oa bet savet stank er XVIvet ha XVIIvet kantved, a-wezhio asambles gant programmo delwenno kemplezh anvet kalvaro.
Un ti-soul e Kerlouan
E-pad ar XVIIvet ha XVIIIvet kantved e voe savet ar porzhio-mor penna hag ar c'hrio bras oc'h heulia ar stil gall, gant savadurio barok ha neo-klasel. E Naoned, brasa porzh Fras d'ar mare-se, a resevas ur c'hoariva, balio ledan ha kaeo ha Roazhon a voe adaozet goude un tan-gwall e 1720. D'ar memes mare e savas armatourien pinvidik Sant-Malo manerio anvet "malouinires" tro-dro d'o c'hr. Krevlec'hio a voe savet gant Vauban ha savourien gall all a-hed an aodo, evel er Porzh-Lae pe e Porzh-Loeiz. War ar maez e chome simpl an tiez, gant un estaj, ha savet war ur patrom hir gant danvez eus ar vro, maen-greun e Breizh-Izel ha chist e Breizh-Uhel. Soul pe sklent a veze implijet evit an toenno. E-kerzh an XIXvet kantved e voe ul luskad neo-gotek e Breizh asambles gant ul luskad diuzerezh. Klisson a voe adsavet er bloavezhio 1820 en ur stil romantel italian. D'ar memes mare e voe savet ar brasa eus tourio-tan Breizh, evel ar Maen, Sant-Per e Penmarc'h, ar Wrac'h Vras, ar Gazeg. Tour-tan Enez-Werc'h zo an hini uhela en Europa gant 77m.
E fin an XIXvet kantved e voe krouet krio-vakasi war an aod ha savet e voe letio hag ar villao e meur a stil : istorelaat, arz nevez pe arzh deko. E Dinarzh, Ar Baol peotramant e Benoded. Tisavouriezh an XXvet kantved a weler stank e Brest, An Oriant pe Sant-Nazer a voe distrujet e fin an Eil Brezel-bed.
Arzo kaer[kemma | kemma ar vammenn]
Un asied e feilhas Kemper, gant un den eus Kerlouan, mirdi Lokorn.
Betek an XIXvet kantved e oa ar relijion gatolik mammenn nemeti awen arzourien Breizh. An awen-se a weler e kinkladurio an ilizio, sternio-aoter (etre ar XVIvet ha XIXvet kantved) a oa bet kizellet gant tud eus ar vro, brudet evit o maketenno bigi a servije da ex-voto hag o arrebeuri kinklet pinvidik gant tudenno breton eeunek ha treso hengounel. Brudet eo Breizh evit he gweleo-kloz. Stil Breizh en doa graet berzh e penn-kenta an XXvet kantved hag awenet en deus forzhig luskad ar Seiz Breur, ur strollad arzourien a glaske govelia un arz breizhat modern o skarzha standardo Fras hag en ur veska tekniko hengounel gant danvezio nevez. E-touez arzourien ar strollad e konter Reun Kreston, an dresourien Jeanne Malivel ha Xavier Haas hag ar gizellerien Raffig Tullou, Francis Renaud, Jorj Robin, Joseph Savina, Jules-Charles Le Bozec ha Jean Frour.
Brudet eo Breizh evit al labourio-nadoz a weled stank war koefo ha dilhad an dud pa veze gwisket an dilhad hengounel c'hoazh, ha gant ar feilhas, diorroet adalek an XVIIIvet kantved. Feilhas Kemper zo brudet dre ar bed a-bezh evit ar bolenno ha plado livet dre dorn an arzourien, met lec'hio all, evel Pornizh a zalc'h an hevelep hengoun. War an objedo e liver alies tudenno breton gant ar gwiskamant hengounel, un daolenn adkemeret stank er feilhas kinniget d'an douristed. Levezono luskad ar Reter peotramant an Arzh deko a c'heller gwelet ivez.
Adalek an XIXvet kantved e oa bet awenet leun a arzourien gant Breizh, desachet gant he sevenadur dibar hag he gweledvao naturel. Skol Pont-Aven a voe ul luskad arzourien diorroet adalek ar bloavezhio 1850 ha padet betek dero an XXvet kantved hag en doa bet ul levezon war ar mod modern da liva. Klask a rae an arzourien staliet e Pont-Aven pellaat diouzh stil akademiek Skol an Arzo kaer ha luskad an Impresionourien pa voe war an diskar. Menegi anvio Paul Gauguin, Paul Signac, Marc Chagall, Paul Srusier pe Raymond Witz a c'heller ober. A-raok ar skol-se e oa bet bizitet Breizh gant arzourien akademiek pe romantel evel Jean Antoine Thodore de Gudin ha Jules Achille Nol a glaske liva aodo dramatek ha barro-amzer.
Dilhad[kemma | kemma ar vammenn]
Miret eo bet e Breizh koun ur bern dilhad hengounel dishevel, ul liesseurted ne weler ket alies e broio all, ken m'eo deuet da veza ur dro-lavar brudet : "Kant bro, kant giz, kant parrez, kant iliz". Stag eo pep gwiskamant ouzh ur vro bennak. Dilhad-Sul e oa, ha ne veze ket gwisket war ar pemdez, war bouez ar c'hoef evit ar merc'hed. Brema e touger anezho evit darvoudo ispisial (arvesto, kenstrivadego das evit ar c'helc'hio keltiek pe pardonio). Koef ar merc'hed a zo bet brudet mat, hag alies e implijer koef ar Vro Vigoudenn da arouezia Breizh pe ar Vretoned.
Sonerezh ha daso Breizh[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Sonerezh Breizh
Louise Ebrel ha Denez Prigent o kana kan-ha-diskan en ur fest-noz e 2006
A-gozh e taser e Breizh. Adalek ar Grennamzer e kaver testenio eus an daso a veze daset, evel an trihori meneget gant Thoineau Arbaut hag Ambroise Par. Eus an das-se e vije deuet an daso-tro a anavezer hiziv. Dasal a reer e tro, peotramant e chadenno. Nevesoc'h eo an daso daou-ha-daou. Degemeret e oa bet levezono daso an noblas peotramant daso-pobl e Breizh, eus ar pachp d'ar polka. Daso a-bep seurt a c'heller gwelet e Breizh, ha chech a reont diouzh ar vro.
Da gas an daso-se e kaner an aliesa, gant ar stil anvet kan-ha-diskan e-lec'h ma kan unan ha respontet eo dezha gant ur c'haner all (peotramant ur strollad kanerien ma n'eo ket an daserien o-unan) o kana ar memes linenn. Ar C'hoarezed Goadeg a oa brudet-kena war leurenn ar c'han-ha-diskan, heuliet diwezhatoc'h gant arzourien evel Yann-Fach Kemener, Louise Ebrel pe ar Vreudeur Morvan. Klevet e vez koublado binio-bombard alies ivez, un hengoun a-gozh (menegi ar c'houblad Matilin an Dall-Yann ar Chapel en XIXvet kantved a c'heller ober) a gaser c'hoazh en XXvet kantved (Jorj Kadoudal-tienne Rivoallan) hag er XXIvet kantved (Yannick Martin-Tangi Josset). Binvio liesseurt a oa deuet adalek an XIXvet kantved, evel ar violos hag en XXvet kantved evel an akordeos, alies mat gant daso nevez. Hiziv e c'heller dasal er festo-noz, un doare modern a gendalc'h an abadenno kaset gwezhall goude an eosti da lakaat an dud da zasal. Strollado sonerien a glever er festo-noz-se, ouzhpenn d'an arzourien meneget uheloc'h, evel Sonerien Du, Re an Are, Eben pe Fleuves.
Ar strollad Eben, a vesk kan-ha-diskan hengounel gant binvio modern
Ar sonerezh hengounel he deus levezonet krouidigezhio doareo nevez da seni gant binvio kozh, evel ar bagado krouet er bloavezhio 1950, ul laz-seni bombardo, binio skos ha taboulino diwar-patrom ar pipe band eus Bro-Skos. Brudet eo Bagad Lann Bihoue, stag ouzh morlu Bro-C'hall, met e-touez a re wella e kaver Bagad Kemper pe Bagad Cap Caval. Adalek ar bloavezhio 1970 e voe un adsevel eus ar sonerezh breizhat oc'h implijet sonio hengounel ha patromo modern, o kroui neuze ur sonerezh pop breizhat. Alan Stivell a zo brudet evit beza kaset al lusk-se, o vruda an delenn geltiek dre ar bed a-bezh asambles gant sonerezh Breizh, mesket gant levezono ar rock 'n' roll amerikan. D'e heul e oa deuet arzourien evel Dan ar Braz, Tri Yann (muioc'h war an tu folk) pe Soldat Louis. E brezhoneg e oa bet kanet gant Glenmor, un doare da gas ar stourm evita, tra ma kan Gilles Servat e galleg eus e du, pe gant Storlok, ur strollad a veske ar sonerezh rock ha stummo hengounel evel ar gwerzio. Hengoun ar gwerzio a oa bet adkemeret hag astennet gant Denez Prigent, o veska ar mod hengounel-ma da sevel kanaouenno gant sonerezhio elektronek. Nolwenn Korbell a gan ur sonerezh pop ha rock e brezhoneg ivez tra ma oa deuet Krismen diwar ar sonerezhio hengounel d'ar beat box hag ar rap.
Goude ma oant bet brudet war al leurenn c'hallek, hag er-maez eus Breizh, e oa deuet Nolwenn Leroy ha Yann Tiersen d'ar c'han e brezhoneg. Hema ziwezha en deus desket brezhoneg gant Stumdi asambles gant e wreg, an arzourez Tiny Feet. Er bloavezhio 1990 e oa bet brudet ar strollad Manau evit e veskaj hip-hop ha bed keltiek. Arzourien c'hallek a-orin eus Breizh a zo brudet e Bro-C'hall a-bezh evel Yelle, Etienne Daho pe Brigitte Fontaine.
Brudet eo Breizh evit he gouelio-sonerezh, reo bihan evel ar Festival plin, Kann al Loar, reo brasoc'h, troet war-zu ar sonerezh geltiek evel Gouel Etrekeltiek an Oriant ha lod all war-zu ar sonerezhio a-vrema evel an Erer Kozh pe Festival du Bout du Monde.
Mojenno ha lennegezh[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Lennegezh vrezhonek
Mark Kerrain, embanner dafar deski brezhoneg, lennegezh evit ar re yaouank, ha kanaouenn gant Sav-Heol
Mojenno Breizh zo brudet dre ar bed a-bezh dre verzh danvez Breizh ha mojenno ar Roue Arzhur. Leun a lec'hio e-liamm ouzh bed Arzhur a gaver e Breizh, evel Breselien a dostaer ouzh Koad Pempont. Eno e weler dismantro ur c'hastell nepell eus ul lenn a vije bet hini Itron al Lenn, un daol-vaen a vije bez Marzhin tra m'eo kinniget ur wenodenn evel hini Traonienn Dizistro Morgan. Tristan hag Izold o dije bevet e Breizh hervez kont. Mojenno all a zo bet brudet a-walc'h evel hini Kr Is, ur gr livet gant ar morio.
Ul lennegezh dre gaoz a vije bet en henvrezhoneg, met hogozik peuzgollet eo. Mare ar c'hrennvrezhoneg en doa gwelet hengoun ar c'henganez o tapout brud gant pezhio-c'hoari kristen, evel Buhez Santes Barba, pe testenno diougani evel An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff. War-ziskar e voe al lennegezh-se adalek ar XVIIvet kantved avat pa oa aet da get hengoun ar varzhed da vat.
Loeiza an Duigo, skrivagnerez yaouank he doa kemeret perzh e Priz ar Yaouankiz, ur genstrivadeg romanto evit ar re yaouank aozet gant Fanny Chauffin ha Keit Vimp Bev.
Ar brasa eus al lennegezh a-raok an XIXvet kantved a voe dre gaoz neuze. Adalek ar c'hantved-se e komased da zastum kano ha kontadenno d'o embann, e brezhoneg peotramant troet e galleg. Brudet-kena e voe Kervarker gant ar Barzhaz Breizh, ul levr gwerzio ha kanaouenno bet dastumet kostez Kemperle, kempennet ha troet e galleg ganta, meulet gant George Sand da skouer. Eus e du, Fach an Uhel en doa dastumet kanaouenno ha kontadenno e Bro-Dreger, o klask chom feal d'ar pezh a gleve. Ul lennegezh e brezhoneg a savas tamm-ha-tamm d'ar mare-se, gant emskrid-buhez Yann Gonan peotramant Emgann Kergidu, gant Lan Inizan, kenta romant e brezhoneg hervez kont. Adalek 1925 e voe klasket renevezi al lennegezh e brezhoneg gant ar gelaouenn Gwalarn, dindan renerezh Roparzh Hemon, o trei romanto brudet e brezhoneg hag o rei las da skrivagnerien evel Youenn Drezenn pe Jakez Riou. Goude an Eil brezel-bed e voe kendalc'het gant ar gelaouenn Al Liamm. Ul lennegezh-puilh a oa diwanet neuze, war a bep seurt tachenn, en o zouez al levrio evit ar yaouankiz gant tiez-embann evel Keit Vimp Bev pe Sav-Heol. Pr-Jakez Helias, Anjela Duval, Goulc'han Kervella, Yann Bijer a c'heller konta evel skrivagnerien vrudet ar mare goude ar brezel.
E-touez lennegezh Breizh e galleg e kaver oberenn Emile Souvestre, Anatole Le Braz diwar-benn kredenno ar marv, Charles Le Goffic peotramant Henri Quefflec, awenet gant ar mor. Pr-Jakez Helias en doa embannet e galleg e levr brudeta Marc'h al Lorc'h, a voe respontet dezha gant Zavier Grall. Brudet e oa bet Thodore Botrel evit e ganaouenno folklorek diwar-benn Breizh. Skrivagnerien stag ouzh lennegezh Bro-C'hall a oa bet ganet e Breizh evel Pierre Ablard, Franois-Ren de Chateaubriand, Jules Verne, Max Jacob Ren-Guy Cadou pe Alain Robbe-Grillet. Troio-kaer Asteriks a zo lec'hiet en Arvorig.
Lec'hanvadurezh[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Lec'hanvadurezh Breizh
Dregantad anvio-lec'h brezhonek e Breizh
War ar brasa eus tiriad Breizh, met dreist-holl e Breizh-Izel, ez eus un orin predenek d'an anvio-lec'h, gant un nebeud nemedenno a zeu diwar ar galianeg (Enez Eusa, Gwened), diwar al latin (Montroulez) peotramant diwar ar galleg (An Oriant).
Pinvidik mor eo lec'hanvadurezh Breizh, met diaes eo studial anezhi dre liesseurted ar stummo (brezhonek pe galleg) ha dre an distummadur c'hoarvezet gant ar stummo gallek. Lodenno dibar zo da Vreizh, da skouer ar rakger plou a oa bet implijet etre ar Vvet hag VIIIvet kantved da envel ar parrezio kentidik, ar rakger ker, kalz nevesoc'h en e implij stank, a oa da genta evit ul lec'h-krev (par d'ar c'hembraeg caer, dalc'her gant Karaez marteze) met en deus servijet goude an XIvet kantved da envel kriadenno pe lok, implijet adalek ar memes mare evit al lec'hio sakr kloz. Ken brudet eo plou m'en deus roet ar ger gallek disprizius plouc d'ober goap ouzh ar beizanted dizesk.
Lec'hanvadurezh gallaouek Breizh zo dibar e-kever al lec'hanvadurezh romanek dre vras dre bouez an elfenno keltiek, ha predenek alies, enni. Studiet e oa bet an dibenn-ger -acum (diwar ur c'heltiek *-ko(n)) da vuzulia stankted an elfenno predenek e Breizh-Uhel : tra ma c'hortozer dibenn e -y pe - gant an emdroadur romanek normal e oa aet da da -eg e-lec'h ma kaozeer brezhoneg tra ma oa stanket e -ac e lec'hio ma veze kaozeet brezhoneg er Grennamzer uhela met a oa deuet da veza romanek da c'houde.
Mirdio[kemma | kemma ar vammenn]
Mirdi Breizh, lec'hiet e Roazhon, a oa bet savet e 1856, gant dastumado diwar-benn istor ar vro. Kavet a reer mirdio all diwar-benn ar Ragistor e Karnag peotramant e Penmarc'h, nepell eus megalito, tra ma'z eus mirdio diwar-benn istor ar c'hrio en un nebeud anezho, e Gwened pe en Naoned da skouer, hema ziwezha e Kastell Duged Breizh.
Mirdi Arzo Kaer Roazhon zo perc'henn war un dastumad bras a objedo Henejipt, Henc'hres pe Henroma ouzhpenn da dresadenno hag engravadenno Domenico Ghirlandaio, Parmigianino, Albrecht Drer ha Rembrandt. Un dastumad arz Bro-C'hall zo ivez, gant oberenno Georges de La Tour, Franois Boucher, Paul Gauguin pe Auguste Rodin, met labour arzourien eus ar bed a-bezh a c'heller gwelet, evel Pablo Picasso, Rubens, Peter Lely ha Paolo Veronese. Troet eo muioc'h dastumado Mirdi Arzo Kaer Naoned war-zu an arzo modern hag a-vrema, gant labour Edward Burne-Jones, Jean-Auguste-Dominique Ingres, Eugne Delacroix, Gustave Courbet, Tamara de Lempicka, Max Ernst pe Pierre Soulages. Hevel a-walc'h eo dastumado mirdio an arzo kaer e Brest hag e Kemper, gant forzhig a arzourien gall asambles gant labour arzourien italian pe izelvroat. Labourio diwar-benn Breizh a c'heller gwelet e Kemper. Mirdi Pont-Aven zo diwar-benn Skol Pont-Aven.
Mirdio e Sant-Malo hag e Brest zo diwar-benn ar bigi hag istor hag hengounio ar mor. Un advirdi eus Mirdi Broadel ar Morlu zo e Brest hag ul lestr-spluj brezel a c'heller gweladenni en Oriant. Eno e c'heller gweladenni Diazlec'h Listri-spluj an Oriant ha Kr ar bigi dre Lien Eric Tabarly. E Sant-Nazer ez eus bet staliet en un diazlec'h eus an Eil Brezel Bed ur mirdi diwar-benn ar sevel morlistri, dre ma oa bet savet meur a hini eno evel SS Normandie hag SS France. En Naoned ez eus ur mirdi diwar-benn Jules Verne, ur mirdi evit an istor naturel, ur mirdi diwar-benn an arkeologiezh, Mirdi Dobre.
Gouelio[kemma | kemma ar vammenn]
Tud o tibuna e Gouel Etrekeltiek an Oriant e 2017
Brudet eo Breizh evit he deiziadur leun a c'houelio a bep seurt, en o zouez brasa gouelio sonerezh Fras evel La Route du Rock e Sant-Malo, an Erer kozh e Karaez, Transmusicales e Roazhon, Le Bout du Monde e Kraozon, an Hellfest e Klison hag an Astropolis e Brest. En Oriant e vez dalc'het bep bloaz ur gouel etrekeltiek a zegemer perzhidi eus an holl vroio keltiek. La Folle Journe en Naoned zo brasa gouel ar sonerezh klasel e Fras.
Bep bloaz e lakaer war-wel sevenadur Breizh da vare Gouel Breizh, bet lakaet e plas gant rannvro Breizh da vare Gouel Erwan, d'an 19 a viz Mae. Gouelio-Meur Kerne, e Kemper, a laka war wel hengounio Breizh bep bloaz, tra m'eo meulet gant Les Filets Bleus ar pesketaerezh e Konk-Kerne. Mizvezh ar brezhoneg a zo dalc'het bep bloaz e miz Meurzh da lakaat war-wel bed ar brezhoneg, gant obererezhio liesseurt e vro a-bezh. Abaoe un nebeud bloavezhio eo bet lakaet a-gevred gant mizvezh ar gallaoueg.
Gouelio sinema zo e Breizh, evel gouel an Tri C'hevandir en Naoned hag an Utopiales er memes kr, diwar-benn ar skiant-faltazi. E Brest, e Douarnenez hag e Mor Bihan Gwened e aozer gouelio bigi kozh.
Sporto[kemma | kemma ar vammenn]
Ur vag IMOCA 60 bageet gant Jean Le Cam
Sporto ha c'hoario hengounel zo e Breizh, evel ar gouren, ur stourm fizikel etre daou c'hoarier, peotramant boulo Breizh ha paledo Breizh (eus Breizh-Uhel), c'hoariet gant disko war ur blankenn goad.
Ar sporto brudeta er vro zo ar mell-droad, ar marc'hhouarnerezh hag ar bageerezh dre lien. Kleubo mell-droad a-bouez zo e Breizh evel FK Naoned, Stad Roazhon, FK An Oriant, Stad Brest 29, Gwened Olimpek Klub ha War-raok Gwengamp. Ar c'hoarierien eus ar vro a c'hell beza emezelet e skipailh ar vro, kaset gant Bretagne Football Association, daoust ma n'eus ket bet c'hoariet ur c'hrogad abaoe 2013.
Meur a Vretoned a oa aet ar maout ganto e Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn, evel Bernard Hinault, Louison Bobet, Jean Robic ha Lucien Petit-Breton war ur velo, ha Cyrille Guimard evel rener-sportel.
Brudet eo Breizh dre ar bed a-bezh evit he aodo ha meur a borzhio-mor zo deuet da ziazlec'h bageerien dre lien evel An Drinded-Karnag, Konk-Kerne, An Oriant ha dreist-holl Ar Forest-Fouenant e-lec'h m'eo staliet forzhig a vageerien. En Inizi Glenan ez eus ur skol vageal brudet. Ur wezh c'hoazh, meur a Vreizhad zo bet bageerien a-feson evel ric Tabarly, Lock Peyron, Jean Le Cam, Michel Desjoyeaux, Olivier de Kersauson, Thomas Coville, Vincent Riou ha Marc Pajot. Hent ar Rom, Transat Kebek-Sant-Malo ha Trofe Jules Verne zo ar redadego penna aozet e Breizh tra ma tremen alies Solitaire du Figaro dre hec'h aodo.
Ar mell-droad ouezelek en deus tapet brud er vro adalek ar bloavezhio 2000 gant kleubo ha skipailh ur "gontelezh" evit Breizh e kevezadego ar GAA a-enep kontelezhio all.[29]
Keginerezh[kemma | kemma ar vammenn]
Pennad penna : Keginerezh Breizh
Un asiedad kig-ha-farz
Ar boeson a zo produet ar muia e Breizh e oa sistr. Breizh eo an eil rannvro a brodui ar muia a sistr (goude Normandi).[30] Servijet e vez en ur volenn, ma heulier ar c'hiz hengounel, peotramant en ur werenn. Kostez Bro-Naoned, a-hed al Liger, e produer gwin gwenn Muskadig. Un darempred poanius o doa bet ar Vretoned gant ar boeson, dreist-holl gant ar gwin ruz pa veze degaset gwin marc'had-mat eus Aljeria ha deuet ar c'hudenno chechamant identelezh er vro. Abaoe ar XVIIvet kantved e vreser bier er vro, bev-buhezek eo an hengoun-se gant breserezhio greantel evel Coreff, Tri Martolod pe Britt ha breserezhio artizanel evel Distribilh. Boeson krevoc'h a broduer evel ar chouchen, diwar mel, hag al lambig, diwar sistr. Estreget boeson a broduer e Breizh, abaoe 2002 e produer Breizh Cola (gant Braserezh Lancelot), unan eus kolao lec'hel brudeta.
Krampouezh e zebrer e Breizh. E brezhoneg ne reer gant un anv hepken evit an daou seurt, alese ar gerio crpe sale ha crpe sucre e galleg Breizh-Izel tra ma reer un diforc'h etre galette (krampouezhenn sall) ha crpe (krampouezhenn zous) e Breizh-Uhel. Farda a reer krampouezh sall gant un toaz gwinizh-du ha servijet gant aozenno a bep seurt. Unan vrudet-kena eo ar grampouezhenn tri zra (morzhed-oc'h - vi - fourmaj) met a bep seurt trao a c'heller lakaat e-barzh. Gwezhall-gozh e veze debret e plas ar bara. Krampouezh dous a reer gant gwinizh gwenn, vio ha laezh ha trao dous a lakaer e-barzh. An daou a c'heller eva gant laezh ribot, ul laezh aet da drenk. Gant an douristelezh e oa bet kemeret ar boaz da ginnig ar c'hrampouezh gant sistr e-plas laezh ribot avat. E Bro-Leon e tebrer meur a seurt farz (farz forn, farz buan, farz pitilig) hag ur meuz klok gant legumaj, kig-moc'h ha kig-bevin, poazet gant farz gwinizh-du ha farz gwenn ha servijet gant al lipig, ur saos amann ha chalotez : kig-ha-farz an hini eo.
Gant an holl aodo ez mor tro-dro Breizh a-bezh ha neuze e c'heller pesketa a bep seurt boued-mor ha pesked, evel meskl hag istr. Kostez an Oriant e tebrer ur meuz gant restacho pesked ha boued-mor anvet kaoteriad. Gant pesked e servijer alies amann gwenn, ur saos ijinet e Sant-Juluan-Kankell nepell eus an Naoned. E Breizh e produer holen ivez, kostez Gwenrann gant doareo hengounel. Holen a lakaer en amann hag e karamel amann sall.
Brudet eo Breizh evit he gwispid, pep hini eus krio bras Breizh (ha reo bihanoc'h) o kaout hec'h uzin, e Kemper, Pont-Aven, Benac'h, Naoned gant LU ha BN, An Drinded-Karnag gant La Trinitaine hag e Sant-Mikael-Keveger gant Galettes de Saint-Michel. Fardet eo ar gwispid gant amann sall ha gwerzhet e boesto-houarn kinklet. Er pastezerezh e c'heller menegi ar gouign-amann, ijinet e Douarnenez gant toaz bara, amann ha sukr, hag ar farz forn en deus tapet brud e Breizh a-bezh hag a reer alies gant prunev brema.
Arouezio[kemma | kemma ar vammenn]
Banniel Breizh (Gwenn ha Du)
Banniel Breizh a-vrema a oa bet treset e 1923. Anvet eo Gwenn ha Du abalamour d'e ziv liv ha dalc'her en deus an anv-se e yezho all (galleg pe saozneg). War ar c'hard en nec'h a-gleiz, war ur fos gwenn, ez eus erminigo diniver (goude ma vez unnek alies) ha nav bandenn a-blaen a ra ar peurrest, peder bandenn gwenn evit broio Breizh-Izel ha pemp bandenn du evit broio Breizh-Uhel. Erlec'hiet en deus ar banniel erminigo kozh a oa bet implijet abaoe dugelezh Breizh dre ma veze santet re dost ouzh an noblas hag ar royalisted. Levezonet eo bet gant banniel ar Stado-Unanet ha banniel Gres.[31] Da genta liammet krev ouzh ar politikerezh, ha gwelet gant ar Stad evel ur banniel disrannour, en deus paket brud e-touez ar Vretoned betek beza adoptet gant ar rannvro hag ar strollegezhio lec'hel. N'eus tamm statud ofisiel ebet dezha avat. Ur banniel all a weler alies, ar Groaz Du, a zo tost ouzh banniel Kernev-Veur.
Skoed Breizh, erminigo plaen, a oa bet adoptet gant an duk Yann III e 1316, met degaset e oa bet an arouez-se evel brizhadenn skoed familh Dreux gant Pr Brizhkloareg. Adkemeret e voe an erminig, e stumm an aneval, evel arouez Yann IV da vare ar brezel hrezh ha savet meur a vojenn diwarni. Hervezo, Konan Meriadeg peotramant Anna Breizh a oa o chaseal un erminig he dije kavet gwelloc'h beza lazhet eget mont er fouilhenn ha beza saotret, alese ger-stur Breizh : Potius mori quam foedari (kentoc'h mervel eget beza saotret, e latin),[32] adkemeret da c'houde gant rezistanted Breizh da vare an Eil brezel-bed hag an emsav sevenadurel.
Ur c'han-broadel, Bro gozh ma zado a oa bet skrivet e fin an XIXvet kantved gant Taldir Jaffrennou war ton kan-broadel Kembre hag hini Kerne-Veur. Adoptet e oa bet e 2021 evel kan ofisiel Breizh gant rannvro Breizh, gant ur stumm adkempennet e-kever ar sonerezh.[33][34]
Arouezio all a zo bet brudet mat, evel an triskell keltiek, ar peulvano peotramant an taolio-maen. Lod a zo bet burutellet evel ar c'hoef bigoudenn, dreist-holl pa vez implijet er-maez eus e dachenn, peotramant tudenn Bcassine he doa plantet reuz. Al lizhiri BZH a vez implijet alies evel berradenn "Breizh", ha kemeret e oa bet ar boaz da lakaat pegsunio BZH war o oto gant lod, goude m'eo difennet en ober. Degemeret eo bet ar .bzh evel anv domani internet evit Breizh.
Deskadurezh[kemma | kemma ar vammenn]
Plakenn e koun skol Diwan kenta
An hevelep sistem deskadurezh zo e Breizh e-kever Bro-C'hall. A-raok an XIXvet kantved, evel un tamm e pep lec'h en Europa, ne oa nemet ar re binvidik a c'helle bet desket aes.
Skol-Veur kenta Breizh a oa bet krouet e 1460 hepken, a-raok ar bloaz-se e ranke ar studierien eus Breizh mont betek Ajev, Poitiers, Caen pe betek Pariz zoken. Krouet e voe Skol-Veur Naoned gant an duk Frasez II a felle dezha kadarnaat dizalc'hidigezh Breizh diouzh Bro-C'hall. Eno e kelenned an danvezio hengounel : arzo, doueoniezh, gwir ha medisinerezh. 1500 studier a oa er XVIIvet kantved, met war an diskar e voe er c'hantved da heul tra ma oa kreizennet an Naoned tro-dro Koverz atlantel ar Sklaved ha ne daole ket evezh ken ouzh hec'h emsavadurio sevenadurel. Adalek 1735 e voe dilec'hiet ar Skol-Veur da Roazhon tamm-ha-tamm. Troc'het e voe an dilec'hiadeg-se gant an Dispac'h gall pa oa bet divodet ar skolio-meur.
Gant Napoleon Ia e voa adaozet ar sistem deskadurezh (krouidigezh ar liseo, ar skolajo da stumma uhelidi nevez) e 1808. Adkrouet e voe Skol-veur Roazhon e-kerzh an XIXvet kantved tra ma voe embannet lezenno da groui skolio. E 1882 e voe embannet ul lezenn a redias d'an holl vugale mont d'ar skol, o kroui ur strollad skolio lik ha digoust ouzhpenn d'an dra-se. Skolio publik a voe digoret en hogozik pep kriadenn e Breizh neuze. Politikerezh an deskadurezh a rae eus ar galleg yezh nemeti ar Republik, ha neuze evit ar skolio. Ar skoliata-ret a voe un ostilh da lazha ar yezho bihan : bugale brezhonek ha gallaouek a voe berzet dezho kaozeal o yezh betek porzh ar skol, daoust dezho chom hep anavezet gerio gallek tamm ebet. Adalek ar bloavezhio 1890 e voe gwelet er skolio doareo da vezhekaat ar vugale diwar-benn o yezh hag o sevenadur, oc'h implijet doareo feuls a gendalc'has betek ar bloavezhio 1960. Heuliet e voe ar politikerezh-se gant ar skolio katolik ivez.
Adalek ar bloavezhio 1930 avat e voe ul luskad da rei e blas d'ar brezhoneg er skolio publik, kaset gant Yann Sohier da skouer. Adalek 1954 e voe aotreet kelenn ar brezhoneg evel danvez diret, er-maez eus implij-amzer ar skol. Poento a c'helled tapet er vachelouriezh a-drugarez d'ar brezhoneg adalek ar mare-se. Er bloavezhio 1970, o welet pegen dister e oa an treuzkas er familho, e oa bet sojet kroui skolio er-maez eus ar sistem publik da gelenn ar brezhoneg dre ar brezhoneg, diouzh an hentenn dre soubidigezh. E 1977 e voe roet las d'ar skolio Diwan, ur rouedad a skolio-mamm a voe astennet da c'houde betek al lise, hag a dapas o flas e sistem an Deskadurezh gall dre gevrato, en ur ziskouez dre an disoc'ho e oa ar soubidigezh un hentenn efedus. Dirak berzh ar skolio-se e oa bet lakaet e plas hentenno divyezhek par-ouzh-par er skolio publik ha katolik : ne c'hell ket ar brezhoneg beza implijet en tu all da 50% eus an amzer er skol en hentenno-se.
Krev-tre eo ar rouedad skolio katolik e Breizh, kement hag e c'heller kaozeal eus brezel ar skolio etre an daou sistem.
A-hed an XXvet kantved e voe diorroet an deskadurezh uhel gant Skol greiz Naoned e 1919, Skol-Veur Naoned e 1961, Skol-veur Breizh-Izel e 1971, Skol vroadel uhel ar pellgehenti Breizh e 1977 ha Skol-veur Breizh-Su e 1995. Klasado Skol-Veur gatolik ar C'horng, diazezet en Ajev, a oa bet digoret e Breizh. Rannet e voe Skol-veur Roazhon etre Skol-Veur Roazhon 1 ha Skol-veur Roazhon 2 e 1969.
Ekonomiezh[kemma | kemma ar vammenn]
Parkado legumaj dirak ar mor e Kastell-Paol.
Biskoazh ne voe kalz a greanterezh e Breizh war-bouez kostez an Oriant, an Naoned pe Sant-Nazer. Hiziv e chom al labour-douar hag ar pesketaerezh gennado a-bouez en ekonomiezh ar vro. Ouzhpenn 40 000 tiegezh zo e Breizh, ar brasa anezho troet war-zu an desevel chatal, moc'h pe yer, ouzhpenn d'ar gounid edaj ha legumaj (e Bro-Leon dreist-holl). Nebeutoc'h a diegezhio zo abaoe an adlodenna ha brasoc'h an tachenno. Kenta produer legumaj (fav glas, ognon, artichaod, patatez, tomatez...) evit Fras. Edaj a c'hounezer da vaga ar chatal dreist-holl. Gwin a reer kostez an Naoned (muskadig), met klask a reer sevel gwiniegi pelloc'h en norzh.[35] Kenta produer pesked eo Breizh (50% eus ar produi), ur gennad a implij 15000 den gant ouzhpenn 2500 embregerezh, eus ar pesketa betek an treuzfurmi.[36]
War-gresk ez a ar greanterezh e Breizh abaoe ar bloavezhio 1980, kaset gant an treuzfurmi boued (1/3 eus an implijo greantel). E Breizh e saver-bigi ivez, kenwerzh pe evit ar morlu, e Sant-Nazer, an Oriant ha Brest. Uzino Airbus zo e Sant-Nazer hag an Naoned ha gant Citron e oa bet digoret un uzin e Roazhon. Eil rannvro Fras eo Breizh e-kever ar pellgehenti hag ar pempvet evit an dafar elektronek, daou c'henad lec'hiet tro-dro da Roazhon, Lannuon ha Brest kentoc'h.
Ur perzh krev en deus an touristelezh e Breizh, re grev hervez lod a laka ar biz war e efedo war al loja.[37] Unan eus broio gweladennet ar muia eo e Fras.
Izeloc'h eo feur an dilabour er vro e-kever rannvroio Fras, war-dro 6% eus ar boblas e dero ar bloavezhio 2020[38] goude beza bet ken uhel a 8.7% (e rannvro Breizh) hag 8.4% (e Liger-Atlantel) e 2012, e-kreiz an enkadenn ekonomikel a oa komaset e 2007, kalzig dindan ar feur evit Fras a-bezh avat, a oa da 9.9% d'ar mare-se.[39] Gennado zo a vez kustum da gavout diaes klask tud alies, evel er sevel, en treuzdougen peotramant en treuzfurmi boued.[40]
Produadur diabarzh gros Breizh a oa 120 milion a eurio e penn-kenta ar bloavezhio 2020, a-live gant hini Ukraina.[41] E 2018 e oa PDG rannvro Breizh 99 milion a euroio, da lavaret eo 4% eus ar pinvidigezhio produet e Fras. Ar PDG dre annezad er rannvro melestradurel a oa 29 694, dindan hini Fras a-bezh (30 266).[42]
Notenno[kemma | kemma ar vammenn]
 (fr) Pierre-Yves Lambert (1997). La Langue Gauloise. p. 34.
 (fr) Lon Fleuriot (1980). Les Origines de la Bretagne. Payot. pp. 53-54.
 (fr) Lon Fleuriot (1980). Les Origines de la Bretagne. Payot. pp. 52-53.
 (fr) Lon Fleuriot (1980). Les Origines de la Bretagne. Payot.
 (fr) Le Roc'h RUZ , point culminant de la Bretagne, Kr Plouneour-Menez [diell]. Lennet d'an 28 a viz Meurzh 2022
 6,0 6,1 6,2 6,3 ha6,4 (br) (fr) Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella (2011). Atlas de Bretagne - Atlas Breizh. Coop Breizh. ISBN 978-2-84346-496-6.
 (fr) Michel Franois,   Saint-Malo, la LGV Paris-Rennes parle aussi de la mtropolisation, la vraie ! , Pobl Vreizh, 26.06.2016. Lennet d'ar 15 a viz Ebrel 2022
 (fr) Train. En Bretagne, les associations d'usagers veulent plus de TER et moins de LGV, Ouest-France, 27.01.2022. Lennet d'ar 15 a viz Ebrel 2022
 (fr) Parcourir la Bretagne  vlo, Bretagne - Site officiel du tourisme en Bretagne. Lennet d'ar 16 a viz Ebrel 2022
 (en) Can we cycle the whole week on the Nantes-Brest Canal? in Cycling Holidays FAQ, Breton Bikes. Lennet d'ar 16 a viz Ebrel 2016
 (fr) Populations lgales des rgions en 2019, INSEE, 29.12.2021. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 (fr) Populations lgales des dpartements en 2019, INSEE, 29.12.2021. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 (fr) Jean Ollivro,  L'volution dmographique bretonne de 1851  nos jours , BCD Sevenadurio, Genver 2017. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 Menegi Youenn Gwernig a c'heller ober, hag a oa divroet d'ar Stado-Unanet
 (fr) Mutations des professeurs des coles : 16 entrants pour plus de 1 000 demandes dans le Finistre, Le Tlgramme, 11.03.2022. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 (fr) Baromtre Bretagne Culture Diversit SYNTHESE DES RESULTATS 2014, BCD Sevenadurio, 2014. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 (fr) Nil Caouissin,  Un sentiment d'appartenance  la Bretagne solide et intgrateur , Pobl Vreizh, 1.09.2019. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 (fr) Philippe Crhange,  Bretagne  cinq. Ce sondage qui relance le dbat , Le Tlgramme, 28.08.2019. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 (fr) Magazine BRETONS censur : "18% des Bretons pour l'indpendance" de la Bretagne, NHU Bretagne, 2020. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 (fr) pour Les Bretons, les habitants de Loire-Atlantique et la question rgionale, IFOP evit Bretons, 2012. Lennet d'an 3 a viz Ebrel 2022
 21,0 ha21,1 (fr) Les chiffres cls de la langue bretonne, Ofis publik ar brezhoneg. Lennet d'ar 4 a viz Ebrel 2022
 22,0 22,1 22,2 ha22,3 (fr) Les langues de Bretagne Enqute sociolinguistique Sondage 2018 : les principaux rsultats, TMO - Rannvro Breizh - Ofis publik ar brezhoneg, 4.10.2018. Lennet d'ar 4 a viz Ebrel 2022
 (br) Dewi Siberil,  Treuzkas ar brezhoneg 'barzh ar familho e 2020 - 4 munud e Breizh [video] , Brezhoweb, 03.04.2020. Lennet d'ar 4 a viz Ebrel 2022
 24,0 24,1 ha24,2 (fr) Andr Le Coq ha Phillipe Blanchet,   Pratiques et reprsentations de la langue et de la culture rgionales en Haute Bretagne  [diell] , Centre de recherche sur la diversit linguistique de la francophonie, 2005. Lennet d'ar 5 a viz Ebrel 2022
 25,0 ha25,1 (fr) Olivier Clech,  Catholicisme. Pourquoi les Bretons boudent les glises , Le Tlgramme, 25.10.2019. Lennet d'ar 5 a viz Ebrel 2022
 (fr) Ifop, ed. (Kerzu 2006). "lments d'analyse gographique de l'implantation des religions en France"
 (fr) Gatan le Cloirec,  Carhaix / Vorgium (Finistre)  e Perse, Supplment  la Revue archologique du centre de la France n25 pp. 381-384, 2004. Lennet d'ar 5 a viz Ebrel 2022
 (fr) Anatole le Braz, La Lgende de la Mort, BiblioBazaar reprint, LLC, 2009, pp. 430ff.
 (en) John Harrington,  Brittany GAA's 'Mother Goose' has a growing flock , GAA, 4.02.2021. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2022
 (fr) Rio, Bernard. Le Cidre, histoire d'une boisson venue du fond des ges 2003, Coop Breizh, Speied.
 (fr) Francis Favereau, Bretagne contemporaine - Culture, langue, identit? pajenn 210, Skol Vreizh, Montroulez, 2005, ISBN 2-911447-72-7.
 (fr) Gwenc'hlan Le Scouzec, Guide de la Bretagne, pajenn 40, Coop Breizh, Speiet, 1987; ha Le Journal de la Bretagne des origines  nos jours, pajenn 106, Larousse, Pariz, 2001
 (fr) Hymne officiel de la Bretagne : coutez la nouvelle version du  Bro gozh ma zado  [Vido], Le Tlgramme, 28.11.2021. Lennet d'ar 16 a viz Ebrel 2022
 Un doare nevez eus Bro Gozh ma Zado da selaou !, Rannvro Breizh, 4.01.2022. Lennet d'ar 16 a viz Ebrel 2022
 (fr) Rimplantation de la vigne, Ti-kr Sarzhav. Lennet d'ar 1a a viz Ebrel 2022
 (fr) Renforcer les atouts de l'conomie maritime, Rannvro Breizh. Lennet d'ar 1a a viz Ebrel 2022
 (fr) Gael Briand,  Bretagne. Les rsidences secondaires dopes par Airbnb ? , Pobl Vreizh, 28/07/2019. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
 (fr) Taux de chmage : une Bretagne coupe en deux, Le Tlgramme, 01/04/2022. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
 (fr) Population active, emploi et chmage en 2012, INSEE, 30.06.2015. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
 (fr) Priscilla Franken,   La Bretagne a un taux de chmage faible, mais qui ne profite pas assez aux seniors  [diell] , Vocatis. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
 (fr) La Bretagne en 4 chiffres : superficie, population, PIB et longueur de ctes, NHU Bretagne, 22.12.2020. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
 (fr) L'essentiel sur... la Bretagne, INSEE, 26.01.2022. Lennet d'an 2 a viz Ebrel 2022
Levrlennadur[kemma | kemma ar vammenn]
Istor Breizh[kemma | kemma ar vammenn]
(fr) Jol Cornette, Histoire de la Bretagne et des Bretons, Pariz, Le Seuil, 2005.
(fr) Jol Cornette, La Bretagne, une aventure mondiale, Tallandier, Pariz, 2018, (ISBN 979-10-210-3087-9), 383 p.
(fr) A-stroll, dindan renerezh J.-Chr. Cassard, Alain Croix, Jean-Ren Le Quau ha Jean-Yves Veillard, Dictionnaire d'histoire de Bretagne, Skol Vreizh, Montroulez, 2008 (ISBN 978-2-915623-45-1).
(fr) Mickael Gendry et Vincent Bchec, Histoire de l'Armorique et de la Bretagne, Geste ditions, 2018, (ISBN 979-10-353-0205-4), 264 p.
(fr) Bernard Merdrignac, La Bretagne des origines  nos jours, Roazhon, embannadurio Ouest-France, 2009.
(fr) Jean-Jacques Monnier, Jean-Christophe Cassard (ren.), Toute l'histoire de la Bretagne, Skol Vreizh, Montroulez, 1997 ((ISBN 2-903313-95-4)), embannadur nevez e 2003, 831 p.
(fr) Jean-Yves Le Lan, Femmes dans l'histoire - Bretagne, Teurgn, Editions Sutton, 2018, 176 p.
(fr) Philippe Tourault, Histoire de la Bretagne, Pariz, Perrin, 2019, 450 p.
Sujedo a-vrema[kemma | kemma ar vammenn]
(fr) (br) Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella, raksrid gant Lena Louarn & Jean Ollivro, Atlas de Bretagne : Atlas Breizh, gographie, culture, histoire, dmographie, conomie, territoires de vie des Bretons, Coop Breizh, Speied, 201, (ISBN 978-2-84346-496-6), 152 p. Kinnig en linenn
(fr) Corentin Canevet, Le Modle agricole breton. Histoire et gographie d'une rvolution agroalimentaire, Presses universitaires de Rennes, Roazhon, 1992, 397 p.
(fr) Alain Croix (ren.). Bretagne. Images et histoire, Apoge, Presses universitaires de Rennes, Roazhon, 1996, 224 p.
(fr) Frasez Favereau, Bretagne contemporaine. Langue, culture, identit, Skol Vreizh, Montroulez, 2005 (ademb. 1993).
(fr) M. Humbert (ren.), La Bretagne  l'heure de la mondialisation, Presses universitaires de Rennes, Roazhon, 2002, 305 p.
(fr) M. Nicolas, Histoire de la revendication bretonne, Coop Breizh, Speied, 2007, 391 p.
(fr) Jean Ollivro, Les paradoxes de la Bretagne, Apoge, Roazhon, 2005, 176 p.
(fr) Jean Ollivro, Bretagne, 150 ans d'volution dmographique, Presses universitaires de Rennes, Roazhon, 2005, 368 p.
Pennado kar[kemma | kemma ar vammenn]
Muioc'h a restro diwar-benn
Breizh
a vo kavet e Wikimedia Commons.
Sellet er Wikimammenn : Breizh.
Rannvro Breizh
Brezhoneg, gallaoueg
Istor Breizh
Emsav
Liammo diavaez[kemma | kemma ar vammenn]
Lec'hienn Kuzul rannvro Breizh
Tro Breizh gant luc'hskeudenno
Bretagne.com
g * ka * ke
Breizh
Douaroniezh
Breizh
Broio Breizh
Kerne  Leon  Treger  Bro-Gwened  Bro-Zol  Bro-Roazhon  Bro-Naoned  Bro-Sant-Malo  Bro-Sant-Brieg
Krio brasoc'h
eget 2000 annezad
(kr / takad desacha)
Naoned (314 138 / 997 222)  Roazhon (217 728 / 747 156)  Brest (139 602 / 371 072)  Sant-Nazer (70 619 / 213 675)  Kemper (63 166 / 235 702)  An Oriant (57 084 / 225 884)  Gwened (53 438 / 201 411)  Sant-Ervlan (46 352 / Naoned : 997 222)  Sant-Malo (46 478 / 134 140)  Sant-Brieg (44 170 / 200 829)  Reudied (42 368 / Naoned : 997 222)  Sant-Sebastian-an-Enk (27 383 / Naoned : 997 222)  Orvez (26 924 / Naoned : 997 222)  Gwerzhav (25 045 / Naoned : 997 222)  Lannarster (23 026 / An Oriant : 225 884)  Koeron (21 862 / Naoned : 997 222)  Felger (20 528 / 52 003)
Istor
Breizh
Ragistor hag Henamzer
Peulvano  Arvorig  Enez Vreizh
Krennamzer
Divroadur ar Vretoned  Sent Breizh  Rouantelezh Breizh  Dugelezh Breizh
Amzer vodern
Stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall  Emsavadeg ar Bonedo ruz  Chouanerezh
Amzer a-vrema
Brezel-bed Kenta  Eil Brezel Bed
Tud
Morvan Lez-Breizh  Nevenoe  Erispoe  Salaun  Alan Barvek  Sant Erwan  Anna Breizh  Jakez Karter  Sebastian ar Balp  C'hoarezed Goadeg  Alphonse Arzel
Melestradurezh
Departamanto
Rannvro Breizh Aodo an Arvor  Penn-ar-Bed  Il-ha-Gwilun  Mor-Bihan
Broio al Liger Liger-Atlantel
Prefetio
Rannvro Breizh Sant-Brieg  Kemper  Roazhon  Gwened
Broio al Liger Naoned
Sevenadur
Breizh
Yezho
Brezhoneg (Kerne, Leon, Treger, Gwened)  Gallaoueg
Sevenadur hengounel
Daso Breizh  Sonerezh Breizh  Kan ar Bobl  Feilhas
Sevenadur modern
Bagad  Fest-noz  Fest-deiz
Lennegezh
E brezhoneg : Lan Inizan  Fach an Uhel  Loeiz Herrieu  Roparz Hemon  Pr-Jakez Helias  Anjela Duval  Goulc'han Kervella
E galleg : Pierre Ablard  Franois-Ren de Chateaubriand  Jules Verne  Ren-Guy Cadou  Zavier Grall
Mojenno Breizh
Anko  Danvez Breizh  Korrigan  Kannerez-noz  Morgan  Kr Is
Keginerezh Breizh
Meuzio : Krampouezh  Kaoteriad  Farz  Kouign  Kouign-amann  Kig ha farz  Petit-Beurre  BN
Evajo : Chouchenn  Sistr  Lambig  Bier  Muskadig  Breizh Cola
Gouelio Breizh
Gouel Etrekeltiek an Oriant  Gouel an Erer Kozh  Gouelio-Meur Kerne  Festival du bout du monde  Kann al Loar  Redadeg
g * ka * ke
Keltia
Asturies * Bro-Skos * Breizh * Enez-Vanav * Galiza * Iwerzhon * Kembre * Kernev-Veur
Gwelout ivez : Ar Gelted * Ogham * Yezho keltiek * Rouantelezhio brezhon * Enez Vreizh * Galia
Porched Breizh - Adkavit pennado ha rummado Wikipedia a denn da Vreizh.
Adtapet diwar  https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Breizh&oldid=2026375 
Rummado:
Broio
Breizh
Rummad kuzhet:
Pajenno a ra gant arguzenno eilet er galvo patrom
Pajenno a ra gant liammo burzhudus ISBN
Kemmo diwezha degaset d'ar bajenn-ma d'an 23 Her 2022, da 13:00.
Gallout a reer implijout an testenno zo dindan an Aotre-Implijout Creative Commons Derei/Kenranna diouzh an hevelep divizo; divizo ouzhpenn a c'hall beza ivez. Gwelet an Doareo Implijout evit gouzout hiroc'h.